En dachenn Chorus, a-c’houde pemzek vlez, e vez aozet saloñsoù a vicher, saloñsoù digor d’an holl ha forzh sonadegoù ivez.
Un aveadur publik meret gant Kêr Gwened eo an dachenn diskouezadegoù Chorus. E 1992 e oa bet digoret, ha bremañ eo meret gant an embregerezh SA CHORUS, dre ur galloud a servij foran. Àr un dachenn c’hwec’h hektar emañ, àr ribl an dour, ha daou hall liezimplij 3 700 m² ha 1 800 m² zo enni.
En ur ober pemzek vlez ec’h eus bet dalc’het forzh abadennoù, a bep ment hag a bep seurt, en dachenn Chorus.
Gant hec’h egorennoù liezimplij hag he halloù a vent dereat, e c’hell jaojiñ mat-kaer ouzh razh an ezhommoù.
Chorus
Park ar Mor-Bihan
56000 Gwened
Pgz 02 97 46 41 41 Mail