Amañ emaoc’h :Pajenn degemer > Dizoleiñ Gwened > Armerzh hag embregerezhioù > Médiacap - Ur servij kinniget d’an embregerezhioù > Hor servijoù

Hor servijoù

Prizioù ha titouroù àr razh hor servijoù.


KREIZENN STUMMIÑ

 

Kinnigit stummadurioù d’hoc’h arvalion, d’ho pourvezerion, d’ho kevelerion, d’ho kenlabourerion… àr dachenn ar bureveg, evit gouzout ober gant hoc’h Enrouedad pe hoc’h Ezrouedad, gant ho meziantoù… en ur lec’h aes, gant unan ag ho stummerion pe é c’houlenn gant ur stummer arall dont àr al lec’h.

Kavout a reot : 

hor sal-emvod liesvedia
ur moned uhelgas d’ar Genrouedad
ur moned d’hor rouedad Wi-Fi suraet
8 urzhiataer personel (PC) liesvedia d’an nebeutañ
ur videobanner
ur skramm bras gant
ur lenner kasedigoù VHS ha pladennoù DVD                                                                             

Prizioù hep taos

40€ an eurvezh

110 € ar penndevezh

200€ an devezh

   

D’ar c’houst-mañ e ranker ouzhpenniñ ur sammad a 15€ evit ar staliadur Koust ar pellgomzadennoù hag ar moulladennoù n’eo ket kontet a-barzh

PELLBREZEGENNOÙ

 

Kenurzhiit ho raktresoù a-gevret gant ho kevelerion ker lies ha ma faot deoc’h, hep fiñval.

Embregerezhioù àr meur a lec’h : Kreñvaat ar spered embregerezh, al liammoù skipailh, titouriñ en ur gelaouiñ gwelloc’h, hep ober re hag en ur fiñval nebeutoc’h.

Prezegennerion : Kinnig ho prezegennoù dirak an dud àr al lec’h pe a-bell.

Kuzulierion : Kinnig emdroadur ho kefridioù d’hoc’h arvalion pe derc’hel ho tolpadoù-labour a-bell.

Prizioù hep taos

70 € an eurvezh

180 € ar penndevezh

320 € an devezh

   

 D’ar c’houst-mañ e c’hell bout ouzhpennet ur sammad a 15€ evit ar staliadurpe ur sammad a 80 € evit "klask ha prouadiñ al lec’hienn a-bell"pe ur sammad a 40 € evit "prouadiñ al lec’hienn a-bell" Koust ar pellgomzadennoù hag ar moulladennoù n’eo ket kontet a-barzh

 

Tolpadoù

 

Evit derc’hel tolpadoù pe abadennoù kinnig efedus, berr ha buhezek, e c’heller kavout ar pep gwellañ en hor sal-emvod :

ur moned uhelgas d’ar Genrouedad
ur moned d’hor rouedad Wi-Fi suraet
ur c’hamera evit an teulioù
ur videobanner
skrammoù bras
ur lenner kasedigoù VHS ha pladennoù DVD

Prizioù hep taos

35€ an eurvezh

90€ ar penndevezh

170 € an devezh

   
D’ar c’houst-mañ e ranker ouzhpenniñ ur sammad a 15€ evit ar staliadur
Koust ar pellgomzadennoù hag ar moulladennoù n’eo ket kontet a-barzh

 

 

§                            

 


Da lenn
Da lenn ivez