Amañ emaoc’h :Pajenn degemer > Dizoleiñ Gwened > Armerzh hag embregerezhioù > Kendalc’hioù

Kendalc’hioù

Kêr Gwened a ginnig deoc’h ul lec’h labour aes, ag ar choaz, evit aoziñ ho kendalc’hioù.


« Vannes Congrès » zo ur servij kinniget gant Ti an Douristed a-benn ho tegemer hag ho sikour da aoziñ ho kendalc’hioù. Staliet eo ar framm-se e Ti an Douristed, ha bep blez e ra àr-dro un dek abadenn bennak a vod etre 300 ha 800 a dud. Graet e vez àr-dro miret kambroù el letioù, aoziñ troiadoù touristel evit an ambrougerion…

Etre Chorus ha Palez an Arzoù...

Forzh plas hag aveadurioù zo evit ho tegemer mat.
Hiziz an deiz, e Gwened, e c’hell an aozerion kendalc’hioù kontiñ àr daou savadur, a c’heller cheñch stumm dezhe, hag a zo mat evit razh an ezhommoù.

 

Palez an Arzoù, e kreiz-kêr Gwened, zo ennañ dek sal : ar re vihanañ anezhe zo 50 plas enne d’ar muiañ (evit ar bodadoù), ar c’hoariva bras zo ennañ 800 plas evit ar bodadegoù meur, hag ur c’helc’hva nevez zo ivez, 300 plas ennañ.
   
Tachenn diskouezadegoù Chorus, a oa bet savet e 1992, zo enni daou hall bras, 3 700 m² ha 1 800 m². Ag ar choaz eo al lec’h, àr ribloù ar Mor-Bihan.
Pgz : 02 97 46 41 41


Ho kendalc’hioù a-bell
Evit endevout tud da brezegenniñ a-bell e kendalc’hioù aozet àr meur a lec’h, emañ Médiacap, kreizenn liesvedia kêr Gwened, en ho servij.
Médiacap, a oa bet digoret e miz C’hwevrer 1999 e Park Ijiniñ Kreisteiz Breizh, zo unan a bevar skourr ur servij dre rouedad.
Daet eo an aveadur-mañ da wir diàr un diviz àr an Teknologiezhioù Nevez zo bet lakaet e pleustr gant rouedad kêrioù etre Breizh, a vod Gwened, Kemper, Sant-Brieg ha Sant-Maloù.
Kefridiet eo Médiacap da sikour Gwenediz (tud prevez, tud a vicher, kevredigezhioù...) d’em ober diouzh an teknologiezhioù nevez. Stalioù-pleustriñ àr ar Genrouedad, ur bladennaoueg CD-ROM, stalioù krouiñ àr dachenn ar bureveg, pellstummiñ, pellbrezegennoù, tolpadoù liesvedia... setu ar bochad traoù a vez kinniget gant Médiacap Gwened.
Pgz : 02 97 01 55 55

Evit dont e darempred ganeomp
An It. Marie Yvenou :
1, straed Thiers, CP 23921
56039 Gwened Cedex
Pgz : 02 97 54 57 20


Da lenn