Amañ emaoc’h :Pajenn degemer > Dizoleiñ Gwened > Armerzh hag embregerezhioù > Diazeziñ e embregerezh

Diazeziñ e embregerezh

Tachennoù labourerezh dibar, poloù miret… Klask a ra Gwened respont ar gwellañ d'an ezhommoù liesseurt zo evit diazeziñ an embregerezhioù.


Kumun Gwened zo enni 15 pol labourerezh, àr-dro 900 embregerezh ha 17000 implij.
Evit respont da c'houlennoù resis an embregerezhioù evit a sell an isframmoù, an endro, an ezhommoù boutin, emeur krog da grouiñ tachennoù labourerezh arbennikaet nevez.
Tachennoù pe parkoù labourerezh a vez miret gant tolpad-kêrioù Gwened  evit an embregerezhioù blein, evit obererezhioù an trede gennad, evit obererezhioù an trede gennad uhel, evit obererezhioù mezegel an trede gennad, evit empenniñ an obererezhioù bageal ha diduiñ… kenkoulz hag ur park Perzhded Uhel an Endro zo miret evit an embregerezhioù a ra difraeoù evit kaout un testeniekadur ISO 14001.

Emaoc'h o klask ul lec'h da ziazeziñ hoc'h embregerezh ?
- Tachenn
- Burev
- Kenwerzh
- Sanailh
- Unvez produiñ

En ho kourc’hemenn emañ Vincent Le Gall