Gwened, tamolodet e goueled ar Mor-Bihan ha bet priziet evel Kêr zo ar muiañ a vegon ganti e Frañs, zo anezhi ur porzh annez evit kalz a embregerezhioù é tiorren.
« Gwened zo lañs geti. Dindan un euriad e c'heller diraeziñ Gwened é tont a Naoned pe a Roazhon dre ar gourhent, dindan div euriad a-benn nebeut e vo gellet he diraeziñ a Bariz gant an TTB [Tren Tizh Bras], dindan pemp munute c’haller monet ag an nijva aferioù da greiz kêr, er plas kentañ e vez ingal e renkadur ar c’hêrioù etre, hervez ar mizieg « L’Entreprise ». He spletoù ? Ur meskaj kened hag efedusted ». ENJEUX LES ECHOS.
« E-kreiz un tric’horn stummadurioù uhel, etre Brest, Naoned ha Roazhon, emañ Gwened. Kinnig a ra un endro beviñ ag ar c’hentañ evit miret gopridi enni. Olivier PECCOUX, Prezidant pennrener SAB Ingénierie, embanner prestiantoù.
« Un dro-hud e vez bepred sevel ul lestr. Mar behe GWENED ur vag, he dize a-dra-sur ar c'hras ouzhpenn zo merk an dud lodet-mat ». Gilles OLLIER, Prezidant pennrener MULTIPLAST.