Gwened, ur porzh àr aod ar "Mor Bihan", e-kreiz ar "C’hornôg bras", zo ul lec’h hud ma kej ar mor, an douar hag an oabl d’ober gweledvaoù kemm-digemm dibar. Un endro fonnus ha diseurt, a ranker gwareziñ ha lakaat da dalvezout.
Gwened, ur gêr gozh ha modern war un dro, a blij d’an dud gant he mogerioù-kreñv ha straedoù kreiz kêr koulz ha gant he skol-veur hag hec’h embregerezhioù troet ouzh an amzer da zont.
Dudi hag abadennoù
E-leizh a aveadurioù dudi zo e-barzh tachenn-gamiñ Koulev. E-pad an hañv e c'hell ar vakañserion ivez kemer perzh en ur bochad abadennoù digoust.