Amañ emaoc’h :Pajenn degemer > Beviñ e Gwened > Sevenadur > Skol Sonerezh Vroadel

Skol Sonerezh Vroadel

Skol Sonerezh Vroadel kêr Wened zo ur skol arz arbennik publik, rummet ha kontrollet gant ar Stad. Ul lodenn eo a rouedad Skolioù arz, E.N.M. ha C.N.R. Breizh.


Dre ur c’hendivizad gant kêrioù Pondivi ha Sarzhav eo ledanaet al label « Skol Vroadel» d’ar c’helenn arz a vez kaset en-dro en daou lec’h-se. Ar studioù hag an dibaboù pedagogel a vez douget gant ar pol kreiz ma vez aozet an arnodennoù  dibenn kelc’hiadoù ha dibenn studioù. Edan aotrouniezh pedagogel ar Rener emañ an tri fol. Heuliiñ ar raktresoù pedagogel, kenaoziñ, meriñ ar velestradurezh ha skigniñ sonerezh e daou bol Pondivi ha Sarzhav a vez graet gant an Eil-Rener.

Argantaouet eo Skol Sonerezh Vroadel Gwened gant kêr Wened ha skoazellet gant Renerezh Rannvroel an Aferioù Sevenadurel a Vreizh ha Departament ar Mor-Bihan. Skodennoù
ar familhoù a ya d’ober àr-dro 10% ag ar budjed.
(1630 € bep blez dre vugel a chom àr goust kêr Wened).

Kefridioù ar Skol Sonerezh Vroadel zo :
•    kizidikaat ha stummiñ an danvez amatourien.
•    stummiñ ha kuzuliiñ an danvez tud a vicher.
•    ambroug an amatourien.

Ar skol sonerezh vroadel he deus ivez da bal sevel kevratoù kenlabour gant an ensavadurioù skol ha sevenadur.


Evit achuiñ ez eo ur greizenn da skigniñ sonerezh dre ar gêr en he fezh, gant he c’houlzad sonerezh ha gant sonadegoù ar gelennerion hag ar skolidi.


Da lenn
Da bellgargiñ