Tud a vicher ho tegemer da reiñ tro deoc’h da implij er mod gwellañ ar servijoù kinniget ha respont d’ho c’hoantaoù a-benn pinvidikaat ho kouiziegezh ha deskiñ, hogen reiñ deoc’h plijadur hag un tamm diskuizh ivez.
Dastumadoù enne 150 000 teul àr a bep seurt skoroù (levrioù, kazetennoù, kelaouennoù, CDoù, DVDoù, CD-ROMoù, monedoù àr ar Genrouedad, kartennoù, moullskeudennoù..) pinvidikaet bep blez dre breniñ etre 10 000 ha 12 000 tra nevez-embannet : da amprestiñ pe da sellet àr al lec’h.
Abadennoù dre dem evit ar re vihan hag ar re vras a vez kinniget ingal gant ar mediaouegoù. Da zizoloiñ er rubrikenn "Keleier"
Evit gouzout hiroc’h, sellit e-barzh Lec’hienn internet ar Mediaouegoù. Adkavit enni katalog an teulioù hag ivez razh an titouroù ret a-zivout e vont en-dro :
An eurioù, ar prizioù, ar reolennoù koumanantiñ, ar servijoù arbennik.