Amañ emaoc’h :Pajenn degemer > Beviñ e Gwened > Sevenadur > Mirdioù > Mirdi ar C’hoc’hu

Mirdi ar C’hoc’hu

Ur c’hoc’hu ag ar Grennamzer eo ar pezh savadur-mañ. Ennañ e kinnig ar mirdi pinvidigezh e zastumadoù livadurioù.


Ur c’hoc’hu ag ar Grennamzer eo ar pezh savadur-mañ. Ennañ e kinnig ar mirdi pinvidigezh e zastumadoù livadurioù

An dastumadoù-pad a livadurioù

 

Kinnig a ra un tregont bennak a oberennoù ag an dibab, en o mesk ur gaer a oberenn graet gant Claude Monet Glav er Gerveur.

Glav er Gerveur
Claude MONET
1886
Fiziad Mirdi Montroulez
(Luc’hskeudenn : Mirdi Montroulez)

Hent Bas-Fort-Blanc
Elodie LA VILLETTE
1885
Mirid Gwened - Fiziad Mirdi Montroulez
(Luc’hskeudenn : A. Le Nouail)

 

An dastumadoù-mañ, pinvidikaet gant forzh fiziadoù oberennoù a ginnig d’ar weladennerion ur pennad-hent anavet ha nevesaet àr un dro. Ar gouloù er gweledva, imbourc’h dizehan al livourion a chom neudenn bleinañ un dizoladenn graet gant livouriezh an XIXvet ha XXvet kantved.
Gweledvaoù saloñs skeudennus pe gompozerezhioù difetis a vez tal-ha-tal hag a respont an eil d’egile, ec’h adezteurel evel-se un heuliad en awen.

 

Ar wezenn gozh (diskar-amzer)
Paul MADELINE àr-dro 1910, Eoullivadur àr lien

Mirdi Gwened – Fiziad Mirdi Montroulez

Arnodiñ a ra arzourion an XIXvet kantved al livouriezh en diavaez. Tamm-ha-tamm, ar gouloù a deuz ar sujed hag a gas d’an difetisted. An hent-mañ trema ar vodernelezh a zizoloer gant oberennoù Elodie La Villette, Eugène Boudin, Claude Monet, Jean Le Moal, Geneviève Asse.

 

An donn
Jean LE MOAL
1972-1979, eoullivadur àr lien

 

Ar weladenn d’ar mirdi zo ur bourmenadenn ma vez pedet pep gweladenner da lakaat fiziañs en e

sell, en e gizidigezh. Sternioù liesyezhek zo evit ar re a fell dezhe gouzout hiroc’h.
Servij sevenadurel ar miridi a liesa e oberoù en ur ginnig emgavioù gant arzoù arall evel ar c’hoariva, ar sonerezh, an dañs...

Mirdi Gwened, fiziad dastumad prevez

 

 

 

 

Darempred

Ar C’hoc’hu Mirdi an Arzoù-Kaer
Plasenn Sant-Pêr - 02 97 01 63 00

Eurioù

Digor ag ar 1 a viz Gouel-Mikael da greiz miz Mezheven, bemdez ag 1e30 da 6e (nemet an deizioù gouel).
Hag etre kreiz miz Mezheven hag an 30 a viz Gwengolo, bemdez a 10e da 6e bemdez, deizioù gouel hag all.

Gweladennoù
*Gweladenn e-unan
*Gweladennoù bleinet evit ar strolladoù hag ar skolioù kaset gant servij  Buheziñ ar Glad

Prizioù

Strollad (+20 den) : 3 € dre zen
Digoust evit ar vugale edan 12 vlez, ar skolioù ha koumananterion al levraoueg.
Ag ar 15 a viz Mezheven d’an 30 a viz Gwengolo
Bilhed koublet (Koc’hu, Kastell-Gailhard). Priz leun : 6 €, Priz izel : 4 €
Ag ar 1 a viz Gouel-Mikael d’ar 15 a viz Mezheven
Mont
e-barzh ar C’hoc’hu : 4,10 €