Amañ emaoc’h :Pajenn degemer > Beviñ e Gwened > Servijoù sokial ha kevredigezhioù > Kreizenn obererezh sokial ar gumun

Kreizenn obererezh sokial ar gumun

Kefridioù Kreizenn obererezh sokial ar gumun


Labourat a ra Kreizenn obererezh sokial ar gumun (KOSG) àr teir zachenn dreist-holl :

- ar familh hag ar vugale,

an obererezh sokial hag ar c’henempriñ,

ar retredidi hag an dud oadet.

Meriñ a ra an aveadurioù hag ar servijoù evel ar magourioù, an diwallerezhioù, ar c’hreizennoù-dudi, an ensavadurioù hag ar servijoù evit an dud oadet, ar c’hreizennoù sokial.

Degas a ra he skoazell a-fet teknik hag argant da obererezhioù sokial a interest kumunel meret gant ar gennad prevez ; kemer a ra perzh e studi ar goulennoù skoazell sokial lezennel (skoazell vezegel, GKI, Skoazell d’an dud oadet…) hag o c’has d’an aotrouniezhoù divizout a zere, evel ar C’huzul-departamant, ar prefeti pe aozadurioù ar surentez sokial.