Amañ emaoc’h :Pajenn degemer > Beviñ e Gwened > Poulloù-neuial > Vanocéa > Kentelioù hag oberoù Vanocéa

Kentelioù hag oberoù Vanocéa

Setu amañ an oberoù diseurt a vez kinniget e poull-neuial VanOcéa.


Babiged en douractivite à Vanocéa
Adal 6 miz betek 3 blez - dour e 32° - obererezh soñjet da gentañ-penn evit "ar vugale hag o zud"
Lakaat ar vugale da zizoloiñ ur metoù pinvidik ha birvidik a harp o diorroadur psikokefluskus.
 
Liorzh dour
Etre 3 blez ha 5 blez - dour e 32°.
Tostaat ouzh ar metoù dour dre c’hoari hag en ur zoujiñ da lusk ha diorroadur ar vugale.
 
Aon-dour
Ur mod personelaet da gustumiñ ouzh an dour.
 
Deskiñ
Krogiñ gant kustumiñ ouzh an dour hag echuiñ gant bout barrek da neuial hervez un doare reoliet àr-hed 25 m.
 
Emvarrekaat :
(Bugale – Krennarded – Oadourion)
Emvarrekaat ha deskiñ :
- 4 doare neuial
- Saveteiñ
- Neuial gant palvezioù
- Splujiñ
Live reketet er penn-kentañ : bout barrek da neuial a-vriad, àr-hed 25 m.

Jiminas dour
Ober jiminas dour ingal zo mat da zelc’her yac’h ar benvegad analiñ, ar c’higennoù hag ar c’henvelloù. Meur a zoare a c’heller dibab :
 
Akwayec’hed
En dour don e vez embreget (ret eo gouzout neuial).
Roiñ a ra an tu da embregiñ sioul ar c’henvelloù.
Un tamm sonerezh a vez.

Akwanerzh
En dour n’eo ket don e vez embreget (digor eo d’an dud na ouiont ket neuial).
Ar pleustradegoù a vez graet gant lusk ha sonerezh.
 
Akwadiskuizh
Evit an oadourion, krog da zeskiñ pe arroutet mat.
Dizoloiñ madelezhioù an dour en ur c’hoari.
Jiminas sioul, cheñch plas en dour, embregadennoù analiñ, astenn sioul an izili, gant un tamm sonerezh.

Akwadeaned
Evit an dud ouzhpenn 55 blez hepken.
E dour n’eo ket don ha gant un tamm sonerezh e vez graet ar pleustradegoù.
 
Rann Yec’hed
Ouzhpenn an oberoù dour ec’h eus ur Rann Yec’hed a ginnig deoc’h abadennoù jiminas, kigenniñ hag embregiñ àr-bouez benvegoù kalonouriezh, en ur sal.