Amañ emaoc’h :Pajenn degemer > Beviñ e Gwened > Poulloù-neuial > Kergadoù

Poull-neuial Kergadoù

Digor e vez poull-neuial Kergadoù d’an holl bep Merc’her ha bep Sadorn enderv. Miret e vez ar poull-neuial evit ar c’hluboù hag ar skolioù e-pad devezhioù arall ar sizhun hag e-pad ar vakañsoù skol.


EURIOÙ
Digor e vez poull-neuial-kêr Kergadoù d’an holl bep Merc’her ha bep Sadorn etre 3 eur ha 6 eur noz, ha serr e vez e-pad ar vakañsoù skol.

MONEDUSTED
Aveet eo poull-neuial Kergadoù evit degemer an dud dalc’het en o c’heflusk hag aesaat dezhe mont d’ar poulloù.

AEZAMANT
28° eo gwrezverk dour ar poull sport. 29° eo hini ar poull deskiñ.

OBEROÙ
Traoù a bep seurt a vez kinniget d’ar vugale, d’ar grennarded ha d’an oadourion.

Aon-dour
Ur mod personelaet da gustumiñ ouzh an dour.
 
Deskiñ
Krogiñ gant kustumiñ ouzh an dour hag echuiñ gant bout barrek da neuial hervez un doare reoliet àr-hed 25 m.
 

Emvarrekaat
Emvarrekaat ha deskiñ : 4 doare neuial, saveteiñ, neuial gant palvezioù ha splujiñ. Live reketet er penn-kentañ : bout barrek da neuial a-vriad, àr-hed 25 m.

Akwadeaned
Jiminas dour a-ratozh evit an dud ouzhpenn 55 blez. E dour n’eo ket don ha gant un tamm sonerezh e vez graet ar pleustradegoù.


PRIZIOÙ

Kouronkiñ

 

Kentelioù

+ 18 vlez

Un tiked : 3,06 €
Kartenn mont a-barzh 10 gwezh : 24,85 €

Aon-dour (deskiñ)

5 kentel hiniennel : 65,35 €
5 kentel a-stroll : 40,60 €

Priz izel ( - 18 vlez, tud gant an RMI, deskarded edan kevrat, tud dilabour)

Un tiked : 1,78 €
Kartenn mont a-barzh 10 gwezh : 12,42 €

 

Emvarrekaat

 

Un trimiziad : 60,30 €

- 4 blez

digoust

Jiminas dour

Un abadenn : 10,60 €

10 abadenn : 96 €

An holl a rank gwiskiñ ur boned kouronkiñ. Berzet eo ar shortoù hag ar bermudaoù. 


Poull-neuial-kêr Kergadoù

Straed W. Churchill
56000 Gwened
Pgz : 02 97 62 69 00