Kavout a reot amañ edan niverennoù sikour ar servijoù mezegel, polis hag archeriezh, mar bez gwallzarvoudoù àr an domani foran, kerkoulz ha niverennoù servijoù arall mar bez ezhomm plediñ gant an disac’hiñ (Tredan Frañs, Gaz Frañs, servij-kêr an dour) hag ar saveteiñ àr vor.
Skoazell vezegel prim
Pomperion : 18
Trummadoù Pennospital Breizh Atlantel
Servij ar prederiadoù ha Mezegiezh - Teknikoù
20 boulouard ar jeneral Maurice Guillaudot
Pgz : 02 97 01 41 30 pe 02 97 01 43 30 pe 02 97 01 41 29
Plr : 02 97 01 42 26
Polis sikour : 17
Ti ar polis broadel
13 boulouard ar Peoc’h
Pgz : 02 97 68 33 33
Komiserdi karter ar Menemeur
1 straed Pierre Bonnard
Pgz : 02 97 62 05 65
Komiserdi karter Kergadoù
Plasenn Cuxhaven
Pgz : 02 97 62 26 20
A Lun da Wener a 9e da 12e hag a 14e da 18e.
Polis-kêr
Plasenn Maurice Marchais
Ti-kêr, monet dre ar straed Hoche
Pgz : 02 97 01 61 61
Archeriezh vroadel
Strollad an archeriezh
2 blasenn an Dieubidigezh
Pgz : 02 97 54 75 00
Lec’hienn Genrouedad
Darvoudoù àr an domani foran
Niverenn rediezh an Ti-kêr, Kreizenn Deknikel Kêr ar Prad
Pgz : 02 97 01 66 00
Degas a ra Ti-kêr Gwened da soñj deoc’h e c’heller pellgomz d’an niverenn-se noz-deiz mar bez ezhomm de zont kentizh en degouezhioù-mañ :
• fuadurioù er rouedadoù dasparzhiñ dour mat da eviñ edan an domani foran ha betek ar c’honterioù-dour,
• fuadurioù er rouedadoù yac’husaat stroll,
• Distankiñ an tuellennoù àr an domani foran,
• stourm a-enep ar saotradurioù a c’hoarvez dre zegouezh (dàr c’houlenn ar servijoù sikour pe ar polis) pa vez produioù noazus é redek dre zegouezh àr an hentoù pe er gwazhioù-dour,
• plediñ gant staliadurioù tredan ar gouleier pe gant an aveadurioù goulaouiñ foran pa vez gwallzarvoudoù kirri pe pa vezont foeltret a-zevri,
• disac’hiñ ar gouleier gant mallusted er c’hornioù ma’z eo stank ar c’hirri a ya gant an hent,
• disac’hiñ rouedadoù diabarzh ar savadurioù foran gant mallusted.