Àr-lerc’h ma oa bet degemeret al "lezenn namm" e miz C’hwevrer 2005 e oa bet kemmet ar reolennoù d’en devout kartennoù miret evit an nammidi.
Piv a c’hall tenniñ gounid ag ar gartenn divarregezh ?
Evit gallout tenniñ gounid anezhi ez eo ret en devout ur feur divarregezh padus a 80 % da nebeutañ, pe ez eo ret piaouiñ ul leve divarregezh trede rummad.
Abaoe al lezenn ag ar 1añ a viz Genver 2006 e vez aotreet da barkiñ àr ar plasoù miret an nammidi o deus :
- ur gartenn barkiñ evit nammidi roet gant ar Prefed evit ur prantad ur blez da nebeutañ ha dindan dek vlez forzh penaos ;
- pegsunioù GIG pe GIC betek ma vo achu o frantad talvoudegezh. Emvataerien bad ar pegsunioù-se a ranko goulenn ur gartenn barkiñ evit nammidi a-raok an 30 a viz an Azvent 2010.
Pelec’h he zapout ?
Ret eo monet :
- pe da Di-departamant an emrenerezh en Teninioù – Bodad gwirioù hag emrenerezh an nammidi
Straed an Doktor Audic - 56000 GWENED
- pe da servij-departamant Ofis Broadel ar Vrezelourien Gozh hag ar C’houzañvidi Brezel,