Produiñ a ra kêr Wened en-dro da 1 500 m3/blez a lastez skubet. Bemdez e labour 31 a dud ar servij kempenn da viret kempenn ar gêr.
31 implijad ag ar gumun a-gevret gant ur skipailh diouzh ar c’houlz, e miz Gouere hag e miz Eost, zo karget da gempenn an domani foran. 200 km a hentoù, 400 km a riblennoù-straed ha 9ha a blasennoù a vez kempennet bemdez gant servijoù Gwened, gant dafar a jaoj ouzh lec’hioù diseurt kêr. E 2005 e save ar budjed evit miret naet ar gumun da 1 023 000 €.
Un nebeud sifroù ■ Ouzhpenn 1 000 m3 a zour adaozet evit gwalc’hiñ ar straedoù. ■ 1 500 m3/blez a lastez skubet. ■ 700 tonennad traezh da skubañ an hentoù. ■ 200 tonennad delioù dastumet en diskar-amzer. ■ 60 tonennad produioù da naetaat marc’hadoù hag abadennoù. ■ 23 frivez publik da gempenn. ■ 432 annez gweladennet da skarzhañ razhed. ■ 301 pichon tapet e 2005 (etre 1 500 ha 2 000 pichon e kêr Wened). ■ 7 ingaler gwaskoù kaoc’h-ki. ■ 13 ingaler seier plastik. ■ 40 000 gwask kaoc’h-ki ha 10 000 sac’h plastik a vez implijet bep blez. ■ 7 bailh leun a draezh evit ar chas. ■ 4 frivez evit ar chas etre 5 ha 10 m². ■ 4 zachenn etre 100 ha 150 m² evit ar chas. ■ 1 servij digoust da dennañ ar grafitioù. ■ 180 emell bep blez e ti an dud.
Seizh devezh àr seizh e labour servij ar c’hempenn, gant emelloù pemdeziek daougementet e kreiz-kêr hag e-kreiz ar c’harterioù (Kliskoed, Kergadoù, Ar Menemeur hag ar gar). Labourioù diouzh ar c’houlz (karter ar porzh) ha dreistordinal a vez graet alies. Diouzh ment an hentoù emañ an dafar, evit ma vo primoc’h an emelloù : skuberezed roudennoù marc’h-houarn, skuberezed riblennoù-straed, skuberezed e-barzh ar gêr gloz hag ur walc’herez. Ur wezh ar miz e vez skubet holl ar straedoù ha hentoù e-maez ar gêr gloz.
Ar modoù dishañval da gempenn Kempenn ar roudennoù marc’h-houarn : 1 tremen dre drimiziad gant ur walc’herez.
Kempenn ar gar hag ar c’hreizennoù-kenwerzh : 6 deiz/sizhun, 2 wezh bemdez (a-raok ha goude merenn).
Kempenn ar gwenodennoù : 1 wezh bep miz.
Kempenn ar privezioù foran : 23 frivez publik zo d’ar gêr. Ur gward zo evit privezioù ar blasenn Maurice Marchais (luc’hskeudenn). Kempennet e vez gant 2 implijad a 7 eur vintin da 7 eur noz. 6 deiz/sizhun. 2 wezh bemdez, ha d’ar Sul evit privezioù e-barzh ar gêr gloz.
Emeur o studiañ tri raktres : ■ Lez-varn, ■ Straed Francis Decker, ■ Straed ar C’habiten Jude.
Kempenn an traezhennoù hag ar porzh ■ Koulev : bemdez (traezhenn + poull), ■ Porzh : kaeoù bemdez
(en hañv 2 wezh bemdez, diouzh ar mintin da 1 eur ha da 7 eur g.m.). Ur wezh bep sizhun e vez gwalc’het al lenn-borzh pe bep gwezh ma vez bet kalz a c’hlav ■ Kempenn àrdroioù ar porzh.