Amañ emaoc’h :Pajenn degemer > Beviñ e Gwened > Endro > Kempenn kêr

Kempenn kêr

Kempenn Gwened hag e garterioù zo unan a vennadoù pennañ ar gêr. Evit kinnig d’an holl un endro a galite e labour bemdez implijidi ar gumun, adal 4e30 da vintin, da gempenn an domani foran. E-mesk an diarbennoù kemeret abaoe 2001 emañ ar steuñv da stourm ouzh an emzalc’hioù divergont, ar gwaskoù kaoc’h-ki kinniget d’an holl, dastum en un doare efedusoc’h an delioù marv en diskar-amzer hag ar c’houlzad digoust da denniñ grafitioù. Evit ma vo simpl an traoù hag evit respont d’ar goulennoù emellout a bep seurt en deus digoret an ti-kêr an niverenn digoust « Alo kempenn». Gant ar servij nevez-se e c’hello pep keodedour kemer perzh e kempenn ar gêr evit ma vo naet Gwened ganeoc’h hag a-drugarez deoc’h.


Emouestl pemdeziek skipailhoù ar gumun
Emouestl pemdeziek skipailhoù ar gumun

Produiñ a ra kêr Wened en-dro da 1 500 m3/blez a lastez skubet. Bemdez e labour 31 a dud ar servij kempenn da viret kempenn ar gêr.


Lenn àr-lerc’h


Distaoladoù chas
Distaoladoù chas

Karout al loened a dalvez ivez doujiñ d’un nebeud reolennoù gouzout beviñ, evit ma ne vo ket direnket an dud gant an distaoladoù chas da skouer.


Lenn àr-lerc’h


Niverenn ar bajenn : 1 | 2 | ››