Un aveadur ag ar gumun da zeskiñ an endro eo Ti an natur.
Un aveadur da zeskiñ an endro eo Ti an natur evit kêr Wened. Galvedigezh Ti an Natur eo kizidikaat ar muiañ a dud ouzh doujañs an endro hag an natur.
Diazezet eo dizoloadennoù ar bed zo tro-dro deomp àr ar sellet hag an arnodiñ. An danvez naturourien a zesk labourat a skipailh hag en diavaez, em aoziñ, lakaat martezeadennoù ha kejañ ouzh tud a-vicher ha skiantourien.
Ti an natur zo ivez ul lec’h degemer ha titouriñ an dud. Àr al lec’h e c’heller sellet teulioù troet àr temoù an dour, an aer, al lastez, an natur, an energiezh, hag an diorren padus… Skloaerion, bugale, studierion a gavo eno boued da sevel o zeulioù ha danevelloù pe da aoziñ abadennoù ha beajoù.
Ti an Natur
8 straed ar Paludoù
Koulev
56 000 GWENED
Pgz : 02 97 62 59 15
Plr : 02 97 62 59 16
Skipailh Ti an Natur ho tegemer bep Merc’her a 8e30 da 12e hag a 2e da 5e, hag àr emgav pa garot.