Amañ emaoc’h :Pajenn degemer > Beviñ e Gwened > Endro > Kelenn an endro > Pedibus

Pedibus

Ur servij ambroug skolidi àr-droad graet gant tud a-youl vat eo Pedibus. Skoazell a ro Ti an Natur d’ar skolioù da sevel ar raktres dibar-mañ.


Petra eo Pedibus ?

Ur servij ambroug skolidi eo Pedibus, graet àr-droad a-drugarez tud a-youl vat. Pe e vehe glav pe e vehe heol e tegemer ar vugale e meur a lec’h pe arsav beaj da eurioù resis lakaet en a-raok. Meur a bal zo d’ar pedibus:

 

  1.    distankaat tremen ar c’hirri dirak ar skol hag izelaat dre se an distaolioù gaz karbonek,

  2.     reiñ tro d’ar vugale da vevañ ur mare eskemm ha mignoniezh e-pad ar veaj vihan-se àr droad,

  3.    o lakaat da zoujiñ d’an eurioù ha reiñ tro dezhe da erruout e koulz er skol, da dapout emrenerezh ha da ziarbenn gwelloc’h dañjerioù an hent.

 

 

Ur "Pedibus" evit ho skol ?

Ti an Natur a c’hell hoc’h ambroug en ur reiñ skoazell evit an aoziñ (studiadennoù greadusted, emvodoù kelaouiñ, atebegezhioù pep hini) hag an dafar (panellerezh, chupennoù dameuc’hiñ, disglavieroù).

 

Degasomp da soñj berzh Pedisbus kentañ Gwened gant ar skol Françoise d’Amboise (ar Menemeur) kaset da benn gant renerezh ar skol ha tud ar vugale a-youl vat. Ar skol Françoise d’Amboise he deus lakaet da badout div linenn « Pedibus » (A ha B), gant ur panellerezh difiñv.

 

Degemer-pad d’ar Merc’her