Amañ emaoc’h :Pajenn degemer > Beviñ e Gwened > Endro > An natur gwarezet > Lec’hienn naturel ribloù ar Visenn

Lec’hienn naturel ribloù ar Visenn

Ribloù ar Visenn zo àr un dro ul lec'h a-zoare etre douar ha mor hag un takad natur gwarezet zo perc’hennet gant Mirva an Arvor ha meret gant kêr Wened. Un dachenn bedagogel a vo digoret eno en nevezamzer 2007.


 

Ribloù ar Visenn zo àr un dro ul lec'h a-zoare etre douar ha mor hag un takad natur gwarezet zo perc’hennet gant Mirva an Arvor ha meret gant kêr Wened. 12 000 den a za bep miz da vale eno.

Savet ez eus bet ur raktres gant Mirva an Arvor a-gevret gant ar gumun evit meriñ al lec’h hag, ouzhpenn al lodenn a denn d’al labour-douar, evit adkempenn an takadoù natur. Pal an terkadur-se zo mirout ha lakaat da greskiñ kalite ekologel an annezioù en douaroù n’int ket levezonet gant ar mor.

Ar pal zo ivez derc’hel kempenn ha talvoudekaat ar maezioù zo en arvor ha diorren ur mod padus da veriñ an takad natur-se àr hir dermen hep dispign re a argant, en ur gemer harp àr al labour-douar gwezharall. Gant ar steuñv meriñ-se e vo tro da greskiñ kalite ekologogel ar pradoù sall, kizidikaat an dud hag o deskiñ a-zivout mirerezh ar glad-se hag aesaat adsevel ar pradoù naturel.

Koust hag argantaouiñ
37 750 € PTM a-fet monet en-dro (derc’hel kempenn an takadoù ha labourat trema an dud). Argantaouet e vez hanter-hanter gant ar Rannvro ha kêr Wened.

82 600 € PTM a-fet postadurioù (krouiñ ur wenodenn-dizoleiñ e Bernuz, degas kemmoù er gwenodennoù, panellerezh…). Argantaouet e vez 50 % gant ar Rannvro, 37 % gant ar Mirva ha 13 % gant ar Gumun.


Un dachenn bedagogel en nevezamzer 2007

§          E 2003 e oa bet gouestlet gant Mirva an Arvor, ar perc’henn, ha Kêr Wened, ar verourez, e kenlabour gant ar vichererion ha gant an ensavadurioù labour-douar (Kambr al Labour-douar, ADASEA, Renerezh-departamant al Labour-douar hag ar C’hoadoù, dileuridi al labourerion-douar) ur studiadenn greadusted evit ma vo labouret an douar en-dro eno.
Etre miz Here 2005 ha miz Genver 2006 e oa bet studiet ha rakdibabet teuliadoù studiiñ, selaouet e oa bet tud ha savet e oa bet goulennoù dre skrid evit dibab e-mesk ar gwellañ teuliadoù bet kaset.
Raktres Christelle Guérin zo bet dalc'het. Kinniget he deus krouiñ un dachenn evit sevel deñved ent astennidik en ur c’hounit boued evite hag e-se respont da ezhommoù an dachenn. Raktreset he deus ivez aoziñ abadennoù pedagogel evit skolidi Gwened, en distro-skol 2007, e kenlabour gant Ti an Natur, hag ivez feurmiñ kambroù-ostiz.

§                           Kas al labourioù da benn
Evit kas ar raktres-se da benn ez eus dober neoazh a labourioù bras : kempenn savadurioù an dachenn en-dro, a c’hoarvez ag un ti-annez peurgetket, sevel ur c’hraou-deñved, terkiñ an douaroù.

§                           Koust hag argantaouiñ
Sevel a ra koust al labourioù da 313 500 € PTM, a vo 33 500 € anezhe a chakod al labourerez-douar. Argantouet e vo ar raktres-mañ gant Mirva an Arvor (35 %), Kêr Wened (35 %), ar C'huzul-departamant (30 %).


Da lenn