Lec’hienn Beg an Divroidi zo e kumun Gwened, e goueled ar Mor-Bihan, el lec’h m’en em gav a-gevret stêrioù Gwened, ar Visenn ha Sine, ha perc’hennet eo gant Mirva an Arvor ha meret gant Kêr.
Beg an Divroidi zo e kumun Gwened, e goueled ar Mor-Bihan, el lec’h m’en em gav a-gevret stêrioù Gwened, ar Visenn ha Sine. Bevennet eo en norzh gant an takad kêrel. Al lec'hienn zo àr-dro 30 ha he gorread, en zouez 10 ha geunioù, gant al lec'hideg hag ar gwalaz zo sko oute.
Perc’hennet eo al lec’hienn-se gant Mirva an Arvor hag al Loc’hoù ; meret e vez gant Kêr Wened. Ur c’hendivizad meriñ a oa bet sinet e 1987, da fiziout er gumun ar garg d’he derc’hel kempenn.
Pal an diarbennoù meriñ zo bet lakaet da dalvout zo reiñ an tu da virout ar vevliesseurted e Beg an Divroidi, e-harz kêr, ha digeriñ al lec’hienn da razh an dud. Ul lec’h dibar eo dre ma’z eus metoù disheñvel an eil diouzh egile, hag int tolpet àr un dachenn bevennet-strizh m’o deus levezon àrni :
§- - ar geun,
§- - al lec’hideg er c’hreisteiz,
§- - an takadoù koad,
§- - ar pradoù,
§ - - al lanneier hag ar fraostoù,
Ar peuriñ er pradoù
Er pradoù sec'hañ ez eus bokedoù ha geoteged (milzoull, malv musk, melchon glas…). Plant evel ar broen, pavioù-bran ar geunioù, an haleg a ra o c'hresk ag ar gwellañ en takadoù glepoc’h. Memes tra eo evit plant kaerañ Beg an Divroidi : an orkideennoù gouez (bokedoù-dimezell-lann, galligot).
E pradoù Beg an Divroidi e vez é peuriñ daou azen a Boatev (àr al luc’hskeudenn : Mistral ha Madison) kerkoulz ha daou zañvad a lanneier Breizh (Gibbule ha Littorine). Gant al loened-se ne vez ket an takad-mañ edan fraostoù ken ha gwelloc’h emañ an traoù evit liesseurted al loened hag ar plant. Diàr ar peuriñ e teu un temz naturel ag ar c’hentañ ivez.