Gant Renerezh an dour hag ar yac’husaat e vez meret kement tra a denn d’an dour mat da eviñ, d’ar yac’husaat, d’an dourioù glav, e-keñver teknik, argant, meriñ hag armerzh.
He falioù zo :
– gwellekaat ar c’heñver perzhded/priz er servijoù rentet d’ar pratikoù ;
– kreskiñ kevezusted ar servij publik ;
– plediñ gant an daeadoù teknologel a-benn gwareziñ an end
A-fed an dour mat da eviñ
– Dastum an dour en e endro naturel.
– Roiñ trawalc’h a zour evit ezhommoù ar pratikoù noz-deiz.
– Gwarantiñ, gant an tretiñ a zere, e vo an dour diouzh ar reoladoù yec’hedel a dalv evit an dour evet gant an dud.
– Kas-degas an dour mat da eviñ hag e ginnig d’ar pratikoù dre o c’horzennoù hag o c’honterioù.
A-fed ar yac’husaat
– Dastum dourioù lous ar pratikoù dre o c’horzennoù (e Gwened e vez dispartiet an dourioù glav diouzh an dourioù lous – rouedadoù disparti).
– Kas-degas an dourioù lous dre ur rouedad 236 km.
– Disaotriñ an dourioù lous er purlec’hioù, evit gwareziñ an natur.
A-fed ar servij d’ar pratikoù
– Meriñ ar c’houmanantoù, an terriñ kevratoù.
– Plediñ gant ar sevel konterioù hag ar fakturenniñ.