Ur vererezh kêr eo Renerezh an dour hag ar yac’husaat, a ra àr-dro un 30 000 den koumanantet bennak àr dachenn Gwened.
Kefridioù an RDY
Gant Renerezh an dour hag ar yac’husaat e vez meret kement tra a denn d’an dour mat da eviñ, d’ar yac’husaat, d’an dourioù glav, e-keñver teknik, argant, meriñ hag armerzh.
He falioù zo :
– gwellekaat ar c’heñver perzhded/priz er servijoù rentet d’ar pratikoù ;
– kreskiñ kevezusted ar servij publik ;
– plediñ gant an daeadoù teknologel a-benn gwareziñ an end
En tu arall da 70 % ag an Douar zo goloet gant dour. Er penn kentañ, miliardoù a vlezadoù zo, e oa dour tost e pep lec’h àr ar blanedenn. E-barzh an dour-se e oa savet ar c’helligoù bev kentañ, orin kement danvez bev zo : ar plant, al loened, an dud. Ur brouenn eo ez eo stag-mat diouzh an dour an holl vuhez zo àr an Douar. Hep dour, tamm buhez ebet.