É paouez dont da chom da Wened emaoc’h. É paouez dilojiñ e Gwened emaoc’h. Dait e darempred ganeomp.
Abaoe ar penn kentañ en deus staliet Renerezh an dour hag ar yac’husaat konterioù dour hiniennel (kendioù pe dier).
Ha pa vehec’h perc’henn àr ur ranndi pe un ti, pe ouzh e feurmiñ,
dait e darempred ganimp evit asantiñ d’ur gevrat koumanantiñ.
E-giz-se n’ho po ket da c’houzañv :
– paeiñ an dour implijet gant an annezidi gent,
– e vehe troc’het an dour abalamour n’eus ket a gevrat nevez.
Ar paperoù hag an titouroù da roiñ :
– Eilskrid ag al lizher-feurm pe an testeni perc’henniezh.
– Un teul identelezh.
– Deiziad an anneziñ.
– Niver a annezidi.
– Gant pe hep kannerez-dilhad.
– Anv ha chomlec’h ar berc’henned pe ar feurmerien gent.
Sinañ ho kevrat :
– E burev degemer Renerezh an dour hag ar yac’husaat.
– Dre lizher (7, straed Joseph Le Brix, BP 509, 56019 Gwened Cedex).
– Dre belleilenn (02 97 01 63 64).
Ho pet soñj da gas ho teulioù ret ha da gas ar gevrat koumanantiñ sinet. Ma ne vehe ket kaset ar gevrat koumanantiñ sinet e vehe dihanet da gas dour deoc’h.