Cuxhaven zo e proviñs Niedersachsen ; emañ e penn ar c’hourenez zo bevennet àr aod mor an Hanternoz gant aberioù ar stêroioù Elbe ha Weser. Evit gwir, ar gêr, 55 000 den é chom enni, a ya d'ober rakporzh Hamburg. Beviñ a ra diàr an touristerezh hag ar peskerezh. E 1963 e oa bet sinet an emglev gevelliñ.
Poellgor Gwened-Cuxhaven ha Poellgor Gwened-Cuxhaven Yaouankiz
Prezidant : an Ao. Lionel LAMOUR
6 lodennadoueg Terres de Bregadon
56250 Langroez
Pgz : 02 97 67 20 77
Postel
Obererezhioù : broudañ al liammoù karantez zo bet skoulmet etre an div gêr gevellet àr dachenn ar skolioù, ar studierion, an dud a vicher, ar sport hag ar bed armerzhel.
BP Breuriezh frañsez-hag-alaman e Bro Gwened : reiñ tro d'ar c'houbladoù tud frañsezalaman zo é chom e Bro Gwened d’en em gavout etreze.