Gevellet eo Gwened gant teir c’hêr : Mons e Belgia, Cuxhaven en Alamagn, Fareham e Breizh-Veur. Pal an teir gevelladenn zo, a-raok pep tra, krouiñ eskemmoù etre an dud hag an obererezhioù : skolioù, studierion, kevredigezhioù sevenadurel ha sport, dileuridi a ved an armerzh.
Darempredoù ispisial he deus Kêr, a-hend-all, gant kêrioù Barouëli e Mali ha Walbrzych e Polonia.
Mons (Belgia)
Abaoe 1952 eo gevellet Gwened gant ar gêr-se a Velgia.