Amañ emaoc’h :Pajenn degemer > Beviñ e Gwened > Ar c’huzul-kêr

Ar c’huzul-kêr

Kement diviz a zeu dispignoù àr e lerc'h en ur gumun, a-fet kêraozouriezh, politikerezh fontoù, aveerezh pe budjed, zo da vout degemeret gant ar c'huzul-kêr. Hennezh en em vod ur wezh bep trimiziad da nebeutañ ha bep gwezh ma kav d’ar maer emañ mat d'ober.
Ne c’hell ar c’huzul-kêr votiñ nemet mar emañ àr al lec’h an darn vrasañ ag e izili en embreg o c’harg ha kemeret e vez an divizoù hervez ar muiañ-niver dreist ag ar bouezhioù eztaolet.

 

Ar c’huzul-ker en deus barregezh àr dachennoù liesseurt.

Evel-se e vez « kinniget budjed ar gumun gant ar maer ha votet e vez gant ar c'huzul-kêr » (mellad L. 212-1 e Kod ar c’humunioù). Dre-se e vez divizet gant ar c’huzul-kêr e peseurt urzh e ranker kas al labourioù da benn.

Votiñ a ra feurioù taosoù eeun ar gumun, an amprestoù ha prizioù ar servijoù-kêr, ar skoaziadennoù d’ar c’hevredigezhioù, an niver a implijidi er gumun…


Roet e vez o ali gant ar guzulierion-kêr bep gwezh ma vez rediet gant al lezennoù hag ar reolennoù d’en ober (raktresoù linenni
ñ ha kompeziñ an hentoù-departamant, steuñvoù tiraoziñ rakwelet er mellad L. 123-3 a God ar gêrazouriezh, krouiñ burevioù skoazell sokial…)

 

Dilennet e vez ar c’huzul-kêr evit 6 vlez gant razh dilennerion ar gumun.
Ar guzulierion-kêr a rank bout 18 vlez da nebeutañ  hag ar maer 21 blez.


Kargoù ar maer

Ar maer zo àr un dro dileuriad ar Stad ha gwazour ar gumun. 


Lenn àr-lerc’h


An eilmaered

Dilennet eo bet an trizek eilmaer a Wened gant ar C'huzul-kêr ha karget int da skoazelliñ ar maer.


Lenn àr-lerc’h


Niverenn ar bajenn : 1 | 2 | ››