scat-fetish.com
scat-extreme.org
depporno.com
scatlab.net

Mirdioù

Bihanaat ment an destenn Changer la taille du texte Brasaat ment an destenn

Mirdi ar C’hoc’hu

Darempred

Ar C’hoc’hu Mirdi an Arzoù-Kaer
Plasenn Sant-Pêr - 02 97 01 63 00

Eurioù
Digor ag ar 1 a viz Gouel-Mikael da greiz miz Mezheven, bemdez ag 1e30 da 6e (nemet an deizioù gouel).

Hag etre kreiz miz Mezheven hag an 30 a viz Gwengolo, bemdez a 10e da 6e bemdez, deizioù gouel hag all.

Gweladennoù
*Gweladenn e-unan
*Gweladennoù bleinet evit ar strolladoù hag ar skolioù kaset gant servij  Buheziñ ar Glad

Kastell-Gailhard – Mirdi Istor Gwened

Miret ez eus e Kastell-Gailhard dastumadoù ag ar ragistor hag ar mare galian-ha-roman en estaj kentañ, ha pezhioù pemdez ag ar grennamzer en eil estaj.


Savet e oa bet Kastell-Gailhard diàr goulenn Yann a Valastred, eskob Naoned d’ar c’houlz-se hag aet goude da gañseller an dug Yann V (1408-1442). E 1457 e talv da lez-vreutaat evit Breudoù Breizh ha da annez d’o frezidant. Un testeni a savouriezh trevourel ar XVvet kantved eo an ostel prevez-mañ hag a vir e diabarzh e vagoerioù mareoù disheñvel ag e istor met ivez e genaozadur orin. Daou savadur stok-ha-stok a ya d’e ober, àr un dachenn strizh, evel ma oa an holl dachennoù e-kreiz ar c’hêrioù er Grennamzer.
An daou di-annez, digor d’ar gouloù gant o fenestroù gant bannoù kreiz e stumm ur groaz, zo en o c’hreiz salioù ec’hon hag oaledoù meur enne. Mont a reer d’an eil estaj dre ur viñs strizh, lieskornek ha mañsonet gant tufev. Ur strobad hollgaer a 57 taolenn livet ag ar XVIIvet kantved zo miret en estaj-mañ, e-barzh sal "Tadoù ar gouelec’h". Ar savadur zo bet rummet Monumant Istorel e 1913.
Kinnig a ra ar mirdi d’ar weladennerion dizoloiñ e zastumadoù arkeologiezh ag ar ragistor, Oadvezh an Arem koulz hag ar mareoù galian ha galian-ha-roman.
Menegomp dreist pep tra traezoù bez a Nevezoadvezh ar maen, é tont a vrasañ lec’hiennnoù meurvein ar Mor-Bihan.

Kalz muioc’h evit ur mare ag an istor eo ar Grennamzer. Ober anv anezhi a zegas soñj d’an den a soniadoù anavet, skeudennoù marc’hegion hag itronezed hirvoan.
Evit Gwened ez eo ar Grennamzer ul levr digor. Kavout a reer ennañ istor savidigezh an iliz-veur ha buhez ar c’harter é tiorren en-dro dezhi, buhez ar chalonied, labour an artizaned, skeud Sant-Visant-Ferrer hag ar birc’hirinderion.
Kêr duged Breizh eo Gwened ivez. Edan ren Yann IV (1365-1399) e kresk ar gêr, gronnet gant magoerioù-kreñv tev. Ur wezh savet kastell an Erminig e ta da vout annez pennañ an dug.
E-pad ar mare-se, ur mare a lorc’h, Yann a Valastred, kañseller an dug Yann V (1399-1442), a laka sevel Kastell-Gailhard, un ostel prevez e mein en ur gêr a dier koad. En ur straed tost emañ ar C’hoc’hu, arouez melestradurezh an duged, é vodiñ er memes lec’h ar marc’had hag ar justis.
E Gwened e skoer moneiz evel m’en degas da soñj ar straed zo en anv-se. En e vleuñv emañ ar c’henwerzh ha padout a ray kement-se e-pad ar c’hantvedoù goude, evel m’en diskouez terkerezh ar porzh.
Nepell diouzh ar gêr emañ kastell meurdezus Susinioù, a dalvez da annez hemolc’hiñ da gentañ. Ne vo ket dihanet d’e vrasaat ha d’e gaeraat goude.

Darempred

Mirdioù istor Kastell-Gailhard
2 straed Noe
Pgz. : 02 97 01 63 00
musees(at)mairie-vannes.fr

Eurioù
Etre miz Gouel-Mikael ha miz Mezheven : digor d’ar strolladoù pa viront en a-raok
Digor a viz Mezheven d’an 30 a viz Gwengolo : bemdez a 10e da 6e g.m. deizioù gouel hag all.

Gweladennoù
*Gweladenn e-unan
*Gweladennoù bleinet evit an dastumadoù-pad henoniezh ag ar 1a viz Gouere d’an 3 a viz Gwengolo : Lun, Merc’her, Gwener da 2e30 g.m.

CITY HALL

 

Place Maurice Marchais

Tél. : 02 97 01 60 00


Ouverture:

 

Monday to Friday from 8h to 12h15 and from 13h15 to 18h.Saturday morning from 9h to 12h.

CENTRE ADMINISTRATIF MUNICIPAL

 

7 rue Joseph Le Brix

Tél. : 02 97 01 60 00

 

Ouverture :

 

Monday to Friday from 8h15 to 12h15 and from 13h15 to 17h.

 

Permanence of the state civil service, Saturday 9am to 12pm.Are given priority: the declarations of birth and death as well as passport applications (by appointment).

 

Saturday morning, home phone from 9h to 12h.