Kempenn kêr

Bihanaat ment an destenn Changer la taille du texte Brasaat ment an destenn

Emouestl pemdeziek skipailhoù ar gumun

Produiñ a ra kêr Wened en-dro da 1 500 m3/blez a lastez skubet. Bemdez e labour 31 a dud ar servij kempenn da viret kempenn ar gêr.


31 implijad ag ar gumun a-gevret gant ur skipailh diouzh ar c’houlz, e miz Gouere hag e miz Eost, zo karget da gempenn an domani foran. 200 km a hentoù, 400 km a riblennoù-straed ha 9ha a blasennoù a vez kempennet bemdez gant servijoù Gwened, gant dafar a jaoj ouzh lec’hioù diseurt kêr. E 2005 e save ar budjed evit miret naet ar gumun da 1 023 000 €.

Un nebeud sifroù

  • Ouzhpenn 1 000 m3 a zour adaozet evit gwalc’hiñ ar straedoù.
  • 1 500 m3/blez a lastez skubet.
  • 700 tonennad traezh da skubañ an hentoù.
  • 200 tonennad delioù dastumet en diskar-amzer.
  • 60 tonennad produioù da naetaat marc’hadoù hag abadennoù.
  • 23 frivez publik da gempenn.
  • 432 annez gweladennet da skarzhañ razhed.
  • 301 pichon tapet e 2005 (etre 1 500 ha 2 000 pichon e kêr Wened).
  • 7 ingaler gwaskoù kaoc’h-ki.
  • 13 ingaler seier plastik.
  • 40 000 gwask kaoc’h-ki ha 10 000 sac’h plastik a vez implijet bep blez.
  • 7 bailh leun a draezh evit ar chas.
  • 4 frivez evit ar chas etre 5 ha 10 m².
  • 4 zachenn etre 100 ha 150 m² evit ar chas.
  • 1 servij digoust da dennañ ar grafitioù.
  • 180 emell bep blez e ti an dud.


Dafar
1 walc’herez,
2 sammorellig,
4 c’harr-suner,
1 benn gwint,
2 skuberez riblennoù-straed.

Seizh devezh àr seizh e labour servij ar c’hempenn, gant emelloù pemdeziek daougementet e kreiz-kêr hag e-kreiz ar c’harterioù (Kliskoed, Kergadoù, Ar Menemeur hag ar gar). Labourioù diouzh ar c’houlz (karter ar porzh) ha dreistordinal a vez graet alies. Diouzh ment an hentoù emañ an dafar, evit ma vo primoc’h an emelloù : skuberezed roudennoù marc’h-houarn, skuberezed riblennoù-straed, skuberezed e-barzh ar gêr gloz hag ur walc’herez. Ur wezh ar miz e vez skubet holl ar straedoù ha hentoù e-maez ar gêr gloz.

Ar modoù dishañval da gempenn
Kempenn ar roudennoù marc’h-houarn :  1 tremen dre drimiziad gant ur walc’herez.

Kempenn ar gar hag ar c’hreizennoù-kenwerzh  :  6 deiz/sizhun, 2 wezh bemdez (a-raok ha goude merenn).

Kempenn ar gwenodennoù : 1 wezh bep miz.

Kempenn ar privezioù foran : 23 frivez publik zo d’ar gêr.
 Ur gward zo evit privezioù ar blasenn Maurice Marchais (luc’hskeudenn). Kempennet e vez gant 2 implijad a 7 eur vintin da 7 eur noz. 6 deiz/sizhun. 2 wezh bemdez, ha d’ar Sul evit privezioù e-barzh ar gêr gloz.
Emeur o studiañ tri raktres :

  • Lez-varn,
  • Straed Francis Decker,
  • Straed ar C’habiten Jude.

Kempenn an traezhennoù hag ar porzh

  • Koulev : bemdez (traezhenn + poull),
  • Porzh : kaeoù bemdez
    (en hañv 2 wezh bemdez, diouzh ar mintin da 1 eur ha da 7 eur g.m.). Ur wezh bep sizhun e vez gwalc’het al lenn-borzh pe bep gwezh ma vez bet kalz a c’hlav
  • Kempenn àrdroioù ar porzh.

Distaoladoù chas

Karout al loened a dalvez ivez doujiñ d’un nebeud reolennoù gouzout beviñ, evit ma ne vo ket direnket an dud gant an distaoladoù chas da skouer.


Mistri ha chas a c’hell o devout un emzalc’h keodedel gant un nebeud kentelioù.

  • ur mestr fur on :
    • ● derc’hel a ran ma c’hi àr-bouez e roll,
    • ● anavet eo ma c’hi : tatouet eo ha (pe) gant ur vedalenn.

 

  • prop eo ma c’hi :
    • ● deskiñ a ran dezhañ ober er c’han-dour
    • ● pe e ran gant ur sac’h pe ur wask kaoc’h-ki.

Kinnig a ra ar gêr
seier ha gwaskoù kaoc’h-ki
emservij.

Un tamm e pep lec’h e kêr ez eus seier ha gwaskoù kaoc’h ki kinniget d’an holl. Ouzhpenn se ez eus tachennoù miret evit ar chas àr un toullad lec’hiennoù er gumun.

Ingalerioù gwaskoù kaoc’h-ki
Hent-dall an Itron Varia, Straed le Hellec, Parklec’h ar skol Sévigné, Straed ar Feutan, Straed Jozef ar Brizh, Ribl kleiz, Ribl dehou ar Porzh, Enez Koulev
Ingalerioù seier plastik
Liorzh ar mogerioù kreñv (2u), Park ar Waremm (2u), Hent-bale ar Rabin (2u)
Park Kergadoù, Lenn an Dug (2u), Reper ar Menemeur, Skwar A. Droalen (a-dreñv an ti-post)

Kinnigerioù
Degemer an Ti-kêr, Degemer ar Greizenn Velestradurel, Adti-kêr ar Menemeur, Adti-kêr Kergadoù, Bac’herezh loened, KGL, Darn eus Medisined-loened ha ficherien chas Gwened

Poulloù traezh
Straed ar Mogerioù-kreñv, Straed Sant-Gwenael, Straed ar Gwerc’hizi, Straed Alexandre le Pontois, Plasenn Losket, Plasenn Sant-Pêr, Straed ar Chalonied, Straed Noe

Tachennoù evit ar chas (a 100 da 150 m² a c’horread – klozet gant roued-orjal)
Park Kerizag, Lenn an Dug, Park ar Waremm, Liorzh Trusac’h

Privezioù chas (a 5 da 10 m² a c’horread – klozet gant hanoch koad)
Plasenn Breizh, Liorzh Limur

Reoliata poblañs ar pichoned

Un heuliad oberoù zo bet kaset da benn gant servijoù kêr ha tud diavaez abalamour d’ar pichoned a vez é paotañ e kêr hag evit lakaat harz da efedoù noazus al loened-nij-se.


Àr an dachenn

E Gwened ez eo bet istimet niver ar pichoned etre 1500 ha 2000. Ne c’hoantaer ket o lazhiñ ha dibosupl eo en ober ouzhpenn-se.
Mes, pa vez re stank o niver en ul lec’h ha pa baotaont e c’hellont noazout :

  • Louziñ a reont ar savadurioù ha monumantoù istorel hag a c’hell mont da fall
  • Ne vez ket sur an hentoù pe ar plasennoù deuet da vout ramp gant an distaoladoù
  • Ur riskl zo e tegashent kleñvedoù ha c’hwibez

Hag al lezenn ?
A-fet lezenn ez eo ar pichoned ur « res nullius », da lâret eo n’emaint da zen ebet. Evit al lezenn, ar c’humunioù n’o deus tamm kiriegezh ebet àr an afer.

Traoù graet gant ar gumun
Evit ma ne vo ket ken paot ar pichoned, kêr Wened a ra gant an teknikoù-mañ :
- Pellaat ar pichoned diouzh o lec’hioù neizhiañ dre staliañ roued-orjal, pikoù, ha sistemoù pellaat elektronek (Dor Sant-Visant).
- Implij produioù hilastaler er greun ed ha maiz.
- O zapout gant trapoù hag o lakaat en un evndi e Kreizenn Deknikel Kêr dindan kontrol mezeg-loened ar bac’herezh loened.
- Staliañ ur gouldri en Nor Brizon e miz Gouere 2004. Gant ar servij e vez eveshaet annez ar pichoned.
- Abaoe miz Eost 2004 ez eus bet anvet un den e penn an oberoù da reoliata ar pichoned e kêr Wened, diouzh diferad an 29 a viz Mezheven 2004 embannet gant Ministrerezh ar Yec’hed hag ar Gwarez Sokial.

Obererezh ar Servij
Stag eo ar servij a stourm a-enep ar pichoned ouzh stal dafar gouelioù Kreizenn Deknikel Kêr.

Amañ da heul emañ niver an evned tapet :

2003

2004

2005

305

283

301

Al lec’hioù pennañ ma vez tapet evned, dre bej
Kreizenn velestradurel kêr (àr an doenn leurenn), labouradeg tretiñ dour evadus al Lizieg, Dor Calmont (en diaz hag àr ar mogerioù-kreñv), Dor an Itron Varia, Ajañs Thomas Cook Plasenn an Dieubidigezh, straed Noe, straed ar Moneiz, plasenn Gambetta, skolaj Sant Frañsez Zavier, Dor Brizon.

Ar c’houlzadoù spontiñ
El lec’hioù m’emaint en o stankañ e c’heller o spontañ gant evned-preizh a vez é nijal a-dreist an tier, a-hed ur prantad 6 miz. Da wareziñ ar savadurioù foran hag an annezioù prevez, an teknikoù pellaat elktronek eo bet prouet o efedusted, a-c’houde blezadoù. Daou goulzad spontiñ a vez aozet bep blez ; evned-preizh evel falc’huned ha baoued a vez implijet da spontiñ ar pichoned.
Ur budjed 8 000 € zo postet gant ar gumun evit an taol-se.

Diouennañ razhed

Bep blez e vez diouennet razhed en ouzhpenn 400 ti gant servijoù Kêr.


Daou goulzad diouennañ razhed a vez aozet gant servijoù kêr er savadurioù foran hag e tier an dud.

Ar greizenn deknikel karget ag an diouennañ zo en ho servij evit reiñ alioù deoc’h. Greun ampoezonet a vez roet da gement den a c’houlenn.

contact
M. Richard (CTM)
Tel. : 06 23 31 71 04 (lundi-vendredi  8h-17h)

CITY HALL

 

Place Maurice Marchais

Tél. : 02 97 01 60 00


Ouverture:

 

Monday to Friday from 8h to 12h15 and from 13h15 to 18h.Saturday morning from 9h to 12h.

CENTRE ADMINISTRATIF MUNICIPAL

 

7 rue Joseph Le Brix

Tél. : 02 97 01 60 00

 

Ouverture :

 

Monday to Friday from 8h15 to 12h15 and from 13h15 to 17h.

 

Permanence of the state civil service, Saturday 9am to 12pm.Are given priority: the declarations of birth and death as well as passport applications (by appointment).

 

Saturday morning, home phone from 9h to 12h.