scat-fetish.com
scat-extreme.org
depporno.com
scatlab.net

Kelenn an endro

Bihanaat ment an destenn Changer la taille du texte Brasaat ment an destenn

Ti an natur

Un aveadur ag ar gumun da zeskiñ an endro eo Ti an natur.


maison de la natureUn aveadur da zeskiñ an endro eo Ti an natur evit kêr Wened. Galvedigezh Ti an Natur eo kizidikaat ar muiañ a dud ouzh doujañs an endro hag an natur.
Diazezet eo dizoloadennoù ar bed zo tro-dro deomp àr ar sellet hag an arnodiñ. An danvez naturourien a zesk labourat a skipailh hag en diavaez, em aoziñ, lakaat martezeadennoù ha kejañ ouzh tud a-vicher ha skiantourien.

 

Ti an natur zo ivez ul lec’h degemer ha titouriñ an dud. Àr al lec’h e c’heller sellet teulioù troet àr temoù an dour, an aer, al lastez, an natur, an energiezh, hag an diorren padus… Skloaerion, bugale, studierion a gavo eno boued da sevel o zeulioù ha danevelloù pe da aoziñ abadennoù ha beajoù.

Ti an Natur
8 straed ar Paludoù
Koulev
56 000 GWENED
Pgz : 02 97 62 59 15
Plr : 02 97 62 59 16

Skipailh Ti an Natur ho tegemer bep Merc’her a 8e30 da 12e hag a 2e da 5e, hag àr emgav pa garot.

Pedibus

Ur servij ambroug skolidi àr-droad graet gant tud a-youl vat eo Pedibus. Skoazell a ro Ti an Natur d’ar skolioù da sevel ar raktres dibar-mañ.


Petra eo Pedibus ?

Ur servij ambroug skolidi eo Pedibus, graet àr-droad a-drugarez tud a-youl vat. Pe e vehe glav pe e vehe heol e tegemer ar vugale e meur a lec’h pe arsav beaj da eurioù resis lakaet en a-raok. Meur a bal zo d’ar pedibus:

  1. distankaat tremen ar c’hirri dirak ar skol hag izelaat dre se an distaolioù gaz karbonek,
  2. reiñ tro d’ar vugale da vevañ ur mare eskemm ha mignoniezh e-pad ar veaj vihan-se àr droad,
  3. o lakaat da zoujiñ d’an eurioù ha reiñ tro dezhe da erruout e koulz er skol, da dapout emrenerezh ha da ziarbenn gwelloc’h dañjerioù an hent.

Ur "Pedibus" evit ho skol ?

Ti an Natur a c’hell hoc’h ambroug en ur reiñ skoazell evit an aoziñ (studiadennoù greadusted, emvodoù kelaouiñ, atebegezhioù pep hini) hag an dafar (panellerezh, chupennoù dameuc’hiñ, disglavieroù).

Degasomp da soñj berzh Pedisbus kentañ Gwened gant ar skol Françoise d’Amboise (ar Menemeur) kaset da benn gant renerezh ar skol ha tud ar vugale a-youl vat. Ar skol Françoise d’Amboise he deus lakaet da badout div linenn « Pedibus » (A ha B), gant ur panellerezh difiñv.

Degemer-pad d’ar Merc’her

Ur verjez pedagogel e Gwened

E kreisteiz Gwened , berjez pedagogel Beg an Divroidi a ro tro da vugale Gwened da heuliañ kelc’hiad buhez ar gwez fouezh ha mareoù ar frouezhadur. Ul lec’h eskemm gouiziegezhioù evit an dud deuet eo ivez. Diskouezet e vo deoc’h penaos imboudiñ, beniñ ha gwaskiñ avaloù d’ober sistr zoken.


BERJEZ PEDAGOGEL BEG AN DIVROIDI

Àr gumun Gwened e piaou Mirerezh ar Arvor lec’hienn gwarezet Beg an Divroidi. Un dachenn 2000 m2 zo àr al lec’hienn-mañ, hag un nebeud spesadoù gwez frouezh àrni. E-kreiz ar c’hantved tremenet e oa posupl gwelet gwez per, prun hag avaloù benet a-ungorzenn en ul liorzh person a oa àr-dro 50 metr trema an hanternoz.

Evel merourez al lec’hienn he deus kinniget kêr Wened da Virerezh an Arvor e vehe brasaet ar verjez-mañ, gant ur pal pedagogel. E 2004 eo bet klokaet al lec’h gant spesadoù lec’hel a avaloù kontell ha sistr evel renetez Pleuwigner, an Eosteg pe Kogig an Hañv, brugnonenned, abrikezenned, flamboezenned, mesperenned, gwez avaloù stoub, gwiniennoù ha kement zo…

Reiñ a ra tro da vugale Gwened da heuliiñ kelc’hiad buhez ar gwez frouezh ha mareoù ar frouezhadur. Bez ez eo ivez ur benveg kelenn da zizoloiñ ar skiantoù hag hini an tañva dreist-holl. Ul lec’h eskemm gouiziegezhioù evit an dud deuet eo ar verjez ivez. Diskouezet e vo deoc’h penaos imboudiñ, beniñ ha gwaskiñ avaloù d’ober sistr zoken

Klasoù dizoloiñ

A-hed ar blez e vez degemeret gant kreizenn Kêr Gwened en Arvor-Baden beajoù skolioù ha kevredigezhioù. Dizoloiñ ar Mor-Bihan : natur ha glad.


BEAJOÙ SKOL
KLASOÙ DIZOLOIÑ

Emañ kreizenn vakañsoù Kêr Wened àr vord ar Mor-Bihan, e kumun An Arvor-Baden. A-hed ar blez e tegemer strolladoù skol ha kevredigezhioù.

Pennaennoù mont en-dro
Gellout a rit sellet hol lec’hienn àr ar chomlec’h-mañ :
perso.orange.fr/classe-mer.morbihan/

Ur skouerenn a c’hallomp kas deoc’h dre lizher ivez.

Goude un darempred kentañ gant ar Servij Buheziñ e termenomp ur program sifret.

Da c’houde e vez kaset ur rakpriz deoc’h da zegemer pe da gemm.

Ur buhezour a zegemer ar strollad a za àr al lec’h.

Ur buhezour pad gopret gant K.O.S.G. a gas en-dro an obererezhioù sport (krapat, kaiak, gwaregañ, sportoù a-stroll) ar pesketa àr droad hag an abadennoù da zizoloiñ an endro. Ambroug a ra ivez ar strolladoù e-pad ar gweladennoù hag an troioù.
Hervez goulennoù ar strolladoù e c’hell implijidi kempenn, adtommiñ ar boued ha servijiñ ar predoù.

da c’houzout : ar greizenn ne zegemer ket strolladoù hiniennoù.

Titouroù

KOSG – SERVIJ BUHEZIÑ
            22 bali Victor Hugo – Gwened
            Pgz 02 97 01 65 10
 
 
            Kreizenn Vakañsoù Kêr Wened
            Hent an Alre
            56870 AN ARVOR-BADEN

CITY HALL

 

Place Maurice Marchais

Tél. : 02 97 01 60 00


Ouverture:

 

Monday to Friday from 8h to 12h15 and from 13h15 to 18h.Saturday morning from 9h to 12h.

CENTRE ADMINISTRATIF MUNICIPAL

 

7 rue Joseph Le Brix

Tél. : 02 97 01 60 00

 

Ouverture :

 

Monday to Friday from 8h15 to 12h15 and from 13h15 to 17h.

 

Permanence of the state civil service, Saturday 9am to 12pm.Are given priority: the declarations of birth and death as well as passport applications (by appointment).

 

Saturday morning, home phone from 9h to 12h.