scat-fetish.com
scat-extreme.org
depporno.com
scatlab.net

An natur gwarezet

Bihanaat ment an destenn Changer la taille du texte Brasaat ment an destenn

Lec’hienn naturel ribloù ar Visenn

Ribloù ar Visenn zo àr un dro ul lec'h a-zoare etre douar ha mor hag un takad natur gwarezet zo perc’hennet gant Mirva an Arvor ha meret gant kêr Wened. Un dachenn bedagogel a vo digoret eno en nevezamzer 2007.

 


Ribloù ar Visenn zo àr un dro ul lec'h a-zoare etre douar ha mor hag un takad natur gwarezet zo perc’hennet gant Mirva an Arvor ha meret gant kêr Wened. 12 000 den a za bep miz da vale eno.

 

Savet ez eus bet ur raktres gant Mirva an Arvor a-gevret gant ar gumun evit meriñ al lec’h hag, ouzhpenn al lodenn a denn d’al labour-douar, evit adkempenn an takadoù natur. Pal an terkadur-se zo mirout ha lakaat da greskiñ kalite ekologel an annezioù en douaroù n’int ket levezonet gant ar mor.

 

Ar pal zo ivez derc’hel kempenn ha talvoudekaat ar maezioù zo en arvor ha diorren ur mod padus da veriñ an takad natur-se àr hir dermen hep dispign re a argant, en ur gemer harp àr al labour-douar gwezharall. Gant ar steuñv meriñ-se e vo tro da greskiñ kalite ekologogel ar pradoù sall, kizidikaat an dud hag o deskiñ a-zivout mirerezh ar glad-se hag aesaat adsevel ar pradoù naturel.

Koust hag argantaouiñ
37 750 € PTM a-fet monet en-dro (derc’hel kempenn an takadoù ha labourat trema an dud). Argantaouet e vez hanter-hanter gant ar Rannvro ha kêr Wened.
82 600 € PTM a-fet postadurioù (krouiñ ur wenodenn-dizoleiñ e Bernuz, degas kemmoù er gwenodennoù, panellerezh…). Argantaouet e vez 50 % gant ar Rannvro, 37 % gant ar Mirva ha 13 % gant ar Gumun.

Un dachenn bedagogel en nevezamzer 2007
E 2003 e oa bet gouestlet gant Mirva an Arvor, ar perc’henn, ha Kêr Wened, ar verourez, e kenlabour gant ar vichererion ha gant an ensavadurioù labour-douar (Kambr al Labour-douar, ADASEA, Renerezh-departamant al Labour-douar hag ar C’hoadoù, dileuridi al labourerion-douar) ur studiadenn greadusted evit ma vo labouret an douar en-dro eno.
Etre miz Here 2005 ha miz Genver 2006 e oa bet studiet ha rakdibabet teuliadoù studiiñ, selaouet e oa bet tud ha savet e oa bet goulennoù dre skrid evit dibab e-mesk ar gwellañ teuliadoù bet kaset.
Raktres Christelle Guérin zo bet dalc'het. Kinniget he deus krouiñ un dachenn evit sevel deñved ent astennidik en ur c’hounit boued evite hag e-se respont da ezhommoù an dachenn. Raktreset he deus ivez aoziñ abadennoù pedagogel evit skolidi Gwened, en distro-skol 2007, e kenlabour gant Ti an Natur, hag ivez feurmiñ kambroù-ostiz.

 

Kas al labourioù da benn
Evit kas ar raktres-se da benn ez eus dober neoazh a labourioù bras : kempenn savadurioù an dachenn en-dro, a c’hoarvez ag un ti-annez peurgetket, sevel ur c’hraou-deñved, terkiñ an douaroù.

 

Koust hag argantaouiñ
Sevel a ra koust al labourioù da 313 500 € PTM, a vo 33 500 € anezhe a chakod al labourerez-douar. Argantouet e vo ar raktres-mañ gant Mirva an Arvor (35 %), Kêr Wened (35 %), ar C'huzul-departamant (30 %).

Lec’hienn naturel Beg an Divroidi

Lec’hienn Beg an Divroidi zo e kumun Gwened, e goueled ar Mor-Bihan, el lec’h m’en em gav a-gevret stêrioù Gwened, ar Visenn ha Sine, ha perc’hennet eo gant Mirva an Arvor ha meret gant Kêr.


Beg an Divroidi zo e kumun Gwened, e goueled ar Mor-Bihan, el lec’h m’en em gav a-gevret stêrioù Gwened, ar Visenn ha Sine. Bevennet eo en norzh gant an takad kêrel. Al lec'hienn zo àr-dro 30 ha he gorread, en zouez 10 ha geunioù, gant al lec'hideg hag ar gwalaz zo sko oute.

Perc’hennet eo al lec’hienn-se gant Mirva an Arvor hag al Loc’hoù ; meret e vez gant Kêr Wened. Ur c’hendivizad meriñ a oa bet sinet e 1987, da fiziout er gumun ar garg d’he derc’hel kempenn.

Pal an diarbennoù meriñ zo bet lakaet da dalvout zo reiñ an tu da virout ar vevliesseurted e Beg an Divroidi, e-harz kêr, ha digeriñ al lec’hienn da razh an dud. Ul lec’h dibar eo dre ma’z eus metoù disheñvel an eil diouzh egile, hag int tolpet àr un dachenn bevennet-strizh m’o deus levezon àrni :

  • ar geun,
  • al lec’hideg er c’hreisteiz,
  • an takadoù koad,
  • ar pradoù,
  • al lanneier hag ar fraostoù,

Ar peuriñ er pradoù

Er pradoù sec'hañ ez eus bokedoù ha geoteged (milzoull, malv musk, melchon glas…). Plant evel ar broen, pavioù-bran ar geunioù, an haleg a ra o c'hresk ag ar gwellañ en takadoù glepoc’h. Memes tra eo evit plant kaerañ Beg an Divroidi : an orkideennoù gouez (bokedoù-dimezell-lann, galligot).

E pradoù Beg an Divroidi e vez é peuriñ daou azen a Boatev (àr al luc’hskeudenn : Mistral ha Madison) kerkoulz ha daou zañvad a lanneier Breizh (Gibbule ha Littorine). Gant al loened-se ne vez ket an takad-mañ edan fraostoù ken ha gwelloc’h emañ an traoù evit liesseurted al loened hag ar plant. Diàr ar peuriñ e teu un temz naturel ag ar c’hentañ ivez.

Pradoù edan bokedoù

Bep blez en nevezamzer, kosmoz, askol-du, zinnia, iberiz, glizin, escholtzia ha plant arall diàr ar maez zo en o bleuñv àr vord hor boulouardoù e kêr... un doare evidomp da veviñ tostoc’h diouzh an natur, e-pad an hañv.


AR MAEZOÙ A ZA E KÊR

Bep blez en nevezamzer, kosmoz, askol-du, zinnia, iberiz, glizin, escholtzia ha plant arall diàr ar maez zo en o bleuñv àr vord hor boulouardoù e kêr.

Kêr Wened (servij an Takadoù Glas), Kambr al Labour-douar ha Kevread-departamant ar jiboesaerion, o deus labouret stank an eil gant egile evit se. Gante, evit gwir, e vez gounezet bokedoù mesk-ha-mesk evit an douaroù fraost. Ar spesadoù miret zo seurtoù plant zo mammennoù pollen mat da vagiñ e-leizh a amprevaned.

Servij an Takadoù Glas a laka ar bokedoù gounezet gante da greskiñ evel ma jaoj e kêr :

  • klask kinnig livioù disheñvel bep blez,
  • lakaat 5 gramm had dre m2,
  • Lakaat had en douar a viz Meurzh da zibenn miz Ebrel evit ma vo ar bokedoù en o bleuñv adal dibenn miz Mezheven betek ar revadennoù kentañ.

Evel-se e vez hadet 2,5 hektar pradoù àr tiriad a-bezh ar gumun (hent Roazhon, hent Pondi, kornad ar Fourchenn, boulouard-tro norzh ha su, hent Sine hag hent Naoned…).

CITY HALL

 

Place Maurice Marchais

Tél. : 02 97 01 60 00


Ouverture:

 

Monday to Friday from 8h to 12h15 and from 13h15 to 18h.Saturday morning from 9h to 12h.

CENTRE ADMINISTRATIF MUNICIPAL

 

7 rue Joseph Le Brix

Tél. : 02 97 01 60 00

 

Ouverture :

 

Monday to Friday from 8h15 to 12h15 and from 13h15 to 17h.

 

Permanence of the state civil service, Saturday 9am to 12pm.Are given priority: the declarations of birth and death as well as passport applications (by appointment).

 

Saturday morning, home phone from 9h to 12h.