Ti-kêr ha dourioù

Bihanaat ment an destenn Changer la taille du texte Brasaat ment an destenn

Kefridioù an RDY

Gant Renerezh an dour hag ar yac’husaat e vez meret kement tra a denn d’an dour mat da eviñ, d’ar yac’husaat, d’an dourioù glav, e-keñver teknik, argant, meriñ hag armerzh.

He falioù zo :

  • gwellekaat ar c’heñver perzhded/priz er servijoù rentet d’ar pratikoù ;
  • kreskiñ kevezusted ar servij publik ;
  • plediñ gant an daeadoù teknologel a-benn gwareziñ an end

 


 

A-fed an dour mat da eviñ

  • Dastum an dour en e endro naturel.
  • Roiñ trawalc’h a zour evit ezhommoù ar pratikoù noz-deiz.
  • Gwarantiñ, gant an tretiñ a zere, e vo an dour diouzh ar reoladoù yec’hedel a dalv evit an dour evet gant an dud.
  • Kas-degas an dour mat da eviñ hag e ginnig d’ar pratikoù dre o c’horzennoù hag o c’honterioù.

A-fed ar yac’husaat

  • Dastum dourioù lous ar pratikoù dre o c’horzennoù (e Gwened e vez dispartiet an dourioù glav diouzh an dourioù lous – rouedadoù disparti).
  • Kas-degas an dourioù lous dre ur rouedad 236 km.
  • Disaotriñ an dourioù lous er purlec’hioù, evit gwareziñ an natur. 

A-fed ar servij d’ar pratikoù

  • Meriñ ar c’houmanantoù, an terriñ kevratoù.
  • Plediñ gant ar sevel konterioù hag ar fakturenniñ.

Skeudenn : Kastell-dour ar Prad

Kelc’hiad an dour

En tu arall da 70 % ag an Douar zo goloet gant dour. Er penn kentañ, miliardoù a vlezadoù zo, e oa dour tost e pep lec’h àr ar blanedenn. E-barzh an dour-se e oa savet ar c’helligoù bev kentañ, orin kement danvez bev zo : ar plant, al loened, an dud. Ur brouenn eo ez eo stag-mat diouzh an dour an holl vuhez zo àr an Douar. Hep dour, tamm buhez ebet.


I. Kelc’hiad naturel an dour

An dour : un danvez naturel bevennet

Dour a gaver e pep lec’h. Dont a ra ag ar glav kouezhet diouzh an oabl, an erc’h a ya da c’holoiñ ar menezioù, a ya da greskiñ live ar stêrioù… Koulskoude, ar c’hementad dour a c’hellomp-ni ober gantañ e gwirionez zo edan 1 % ag an dour zo àr an Douar : dour dous an dourredennoù eo, al lennoù hag ar gweleadoù danzouar.

Setu amañ pazennoù kelc’hiad naturel an dour : 

An diaezhenniñ

Tommet gant an heol ez eo diaezhennet dour an douaroù gleb hag an takadoù dour a bep seurt (meurvorioù stêrioù, lennoù). Sevel a ra an aezhenn betek an aergelc’h hag eno e vez daspeget an takennoùigoù aezhenn dour a ya d’ober ar c’houmoul.

Ouzhpenn an diaezhenniñ-se e vez ivez ar plant é tic’hwezhiñ (betek 500 litrad dour e c’hell ur wezenn-derv laoskel da vont bemdez).

Evel un diaezhenner ramzel eo an heol : en tu arall da 1 000 km3 a aezhenn a sav e-giz-se diàr an Douar hag a vez strewet tro-ha-tro dezhañ.

Ar glizhenniñ

Sevel a ra an dour diaezhennet betek an ebr ha glizhenniñ a ra. Mont a ra neuze d’ober koumoul graet a viliardoù a dakennoùigoù dour. Kaset-degaset e vez ar c’houmoul-se gant an avel. Delc’her a reont da verniañ aezhenn dour ha da greskiñ.

Ar glaveier

Gant ar yenien ez a an takennoùigoù aezhenn da c’hlizhenn ha da dakennoù tevoc’h. Re bonner eo ar re-se evit chom da flodañ ha kouezhiñ a reont : ar glav eo.

Pa’n em gav ar c’houmoul gant gweleadoù aer kalz yenoc’h ez a an takennoù aezhenn da strinkennoù skorn. Berniañ a reont d’ober fulennoù-erc’h, ha grizilh memes a-wezhioù.

An diruilhiñ

Al lodenn vrasañ ag an dour a gouezh àr-eeun a-barzh ar meurvorioù. En em siliñ a ra ar peurrest e-barzh an douar (da vont d’ober gweleadoù danzouar, a za dioute ar mammennoù), pe en em laka da ziruilhiñ betek ar stêrioù hag a red d’ar meurvorioù goude-se. Al lodenn vrasañ ag an dour a gouezh àr-eeun e-barzh ar meurvorioù. Ha krog en-dro gant ar c’helc’hiad…

II. Kelc’hiad an dour EN TI

Pemp pazenn a ya d’e ober.

1. Antañ-bangounellat : 60 % ag an dour antet e Frañs a za ag ar gweleadoù danzouar. Met antet e vez dour ivez el lennoù hag er stêrioù.

Hervez ar goulenn e vez bangounellet an dour, hag en ur glask, dalc’hmat, diwall ar bernioù naturel. Gwarezet hag evezhiet e vez an takadoù antañ, evit disteraat ar riskloù da saotriñ.

2. Tretiñ : tretet e vez an dour en uzinoù a ra gant doareoù ekologel. Sklaeraet, silet ha digontammet e vez tro-ha-tro, evit dont da vout mat da eviñ.

3. Stokiñ : àr-lerc’h bout bet tretet ez a an dour d’al lec’hioù stokiñ (mirlec’hioù, kastelloù-dour). Kaset ha dasparzhet e vez dre gorzennoù bras. Dizehan e vez gwiriet e berzhioù.

4. Implij – Skarzhiñ : àr-lerc’h bout bet implijet e vez dastumet an dour dre ur rouedad korzennoù ha kaset d’ar purlec’hioù.

5. Gwareziñ an endro : disaotret e vez an dourioù lous er purlec’hioù, evit bout kaset en natur goude. Tretet e vez ul lodenn ag ar fank puradur ha tennet e vez gremm dioutañ.

Ag ar mammennoù d’ar c’hogoù

E penn ar filierienn emañ Renerezh dour ha yac’husaat (DEA) Kêr Wened, ha mestr

eo àr gement pazenn zo, adal meriñ an danvez betek ar fakturenniñ d’ar pratikoù, en un gontiñ ar produiñ en uzinoù, kempenn an aveadurioù, kempenn ha kreskiñ ar rouedadoù, sevel ar c’honterioù dour…


E penn ar filierienn emañ Renerezh dour ha yac’husaat (DEA) Kêr Wened, ha mestr eo àr gement pazenn zo, adal meriñ an danvez betek ar fakturenniñ d’ar pratikoù, en un gontiñ ar produiñ en uzinoù, kempenn an aveadurioù, kempenn ha kreskiñ ar rouedadoù, sevel ar c’honterioù dour…

A dri lec’h e teu al lodenn vrasañ ag an dour (90 %) kaset da gogoù Gwened : uhelennoù Meukon ha Gregam, ar stêr Lizieg ha stankell Noaloù.

Ma vez graet c’hoazh gant unan ag ar pennañ mammennoù a roe dour da dud Gwened er xviivet kantved dija, e vezer rediet ivez da antañ dour e pevar gwelead disheñvel. Korvoet e vez tri anezhe àr-eeun gant Renerezh dour ha yac’husaat Kêr Wened.

Skeudenn : Dourbont ar Gwern

Da bep gwelead e uzin

1. Adsavet e oa bet uzin Lesveleg e 1997, 250 m3/eur he barregezh, hag a ro tost da 25 % ag ezhommoù Kêr. Perzhioù ken mat o devez an dourioù dastumet e Meukon hag e Gregam ken n’eus nemet o advaenekaat gant siloù hag o digontammiñ gant skinoù uslimestra ha dioksidenn glor.

2. Savet e oa bet uzin al Lizieg e 1939. Ennañ e vez tretet dourioù ar stêr Lizieg. En tu arall d’un tretiñ klasel ag an dour àr-c’horre dre zilaviñ ha siliñ àr draezh, e oa bet kroget, e fin ar blezadoù 1980, d’ober gant doareoù-ober klokaat : digontammiñ gant ozon hag advaenekaat a-raok dasparzhiñ, peurgetket. 300 m3/eur a vez produet en uzin-mañ. 

3. E 1964 e oa bet savet uzin Noaloù. Gant he barregezh 1 000 m3/eur e oa bet tu da zegemer ur greanterezh bras hec’h ezhommoù dour ha da wareziñ an dazont. Aveet e oa bet, 40 vlez zo dija, gant dilaverioù dialuskel, gant ur reizhiad emgefre da siliñ àr draezh hag un tour ozoniñ, met ouzhpenn-se n’eus ket bet dihanet, abaoe, da lakaat e pleustr doareoù tretiñ klokaat. Surentez ha perzhioù mat arall a-fed kalite a za diàr implij ar siliñ àr c’hreunennoù glaou gweredus. Uzin dour pennañ Gwened eo hiziv, gouest da sikour pa vez diouer a broduiñ en daou uzin arall, hag ivez da vastiñ da ezhommoù ar sindikadoù dour er c’humunioù tro-ha-tro.

4. Ar pevare uzin eo hini Arzhal abaoe 1976. Dour ar Gwilen eo a vez tretet en uzin-se, gouestlet d’ar sikour ha d’ar pourveziñ a-vras, gant ur rouedad staliet àr douaroù tri departamant. Ur gwarant eo an uzin skoazell-se e ken kaz ma vehe diaesterioù er produiñ, pa vez kempennet an uzinoù arall, da skouer, pa vez ur saotradur en ur gwelead, pe pa vez oldour evel ma oa bet e 1976.

E 2005, da skouer, en holl hag é kontiñ holl ar gweleadoù, ez eus bet produet gant Kêr Wened tost da 5 milion a vetradoù kub dour mat da eviñ.

Ag an uzin tretiñ an dour da gogoù ar pratikoù ez a an dour gant un hent zo meur a bazenn ennañ :

  • Dre ar c’horzennoù kas dour e vez kaset an dour eus an uzin d’ar mirlec’hioù pennañ. Peurvuiañ ez eo bras-mat o zreuzkiz ha dindan wask e vezont (distrinkiñ an dour tretet dre vangounelloù),
  • Er pemp mirlec’h ha kastell-dour e c’heller stokiñ dour, trawalc’h da bourchas d’ar pratikoù hag ivez peadra da lazhañ un tangwall.
  • Dre ar c’horzennoù dasparzhañ dour e vez kaset an dour d’an dud. Er rouedad-se ez eus korzennoù pennañ – gante e c’heller kenstagañ meur a gastell-dour –, hag eilkorzennoù a vez staget oute korzennoù ar pratikoù. Mont a reont d’ober ur rouedad-dasparzh bras-bras, a ya en-dro, peurvuiañ, dre gas ar pouez d’an diaz (rouedad dre bouezusted). Perc’henn eo Kêr Wened àr un 290 kilometrad bennak a gorzennoù dour mat da eviñ, a red edan ar straedoù hag an hentoù.

Kalz a labour kempenn e talv ur seurt rouedad (beradurioù, torradurioù…), ha labour nevesaat hag a vez ret kas da benn dizehan evit bout sur e vo servijet ar pratikoù. Evit-se ez eus, e Renerezh an dour hag ar yac’husaat, implijidi diouzh tro noz-deiz a-hed ar blez.

Dour mat da eviñ : piv zo mestr àr betra ?

Ober a ra Renerezh-departamant an aferioù yec’hedel ha sokial (DDASS) kontrolloù yec’hedel, bep miz, e meur a lec’h e rouedad dasparzhiñ dour Gwened. Graet e vezont àr standilhonoù dastumet àr-eeun diouzh ar c’hogoù. En he zu e ra Kêr Wened un 20 000 dielfennadenn bennak.


Al lodenn ag ar boued a vez kontrollet an aliesañ eo an dour. Meret eo ar c’hontrolloù-se gant lezennaoueg ar yec’hed foran (L1321-1 da 10, R1321-1 da 68), sterniet gantañ reoladoù perzhioù an dour diaoz (n’eo ket bet tretet) hag an dour tretet. Dre an tretiñ en uzinoù hag ar c’hontrolloù yec’hedel ingal e c’heller reiñ gwarant d’ar pratikoù ez eo dour mat dezhe, da lâret eo mat evit o yec’hed.

Kontrolloù an DDASS

Kaset e vez ar c’hontrolloù yec’hedel ret-se da benn gant pennadurezhioù ministrerezh ar Yec’hed : Renerezhioù-departamant an aferioù yec’hedel ha sokial (DDASS).

Daou zoare o devez da evezhiañ :

  • Dielfennadurioù klok dourioù diaoz ar poulloù-dour ha dourioù tretet an uzinoù produiñ, meur a wezh bep blez, diàr un dek arventenn ha tri-ugent bennak.
  • Eildielfennadurioù diàr arventennoù test, hag a ziskouez hag-eñ ez eus pe n’eus ket a zireizhderioù en arventennoù all, a vez graet bep miz e meur a lec’h àr ar rouedad dasparzhiñ.

Kontrolloù Kêr Wened
En tu arall d’ar c’hontrolloù graet gant an DDASS e vez aozet dielfennadurioù kimiek bemdez (àr-dro 20 000 dielfennadur evit an dourioù diaoz hag en uzinoù bep blez), a dalv ivez da warant ez eo mat dour ar c’hogoù. Un emgontroll àr ar produiñ eo, a rank ne vern peseurt greanti ober.

Hervez lezenn an 3 a viz Genver 1992 e vez skritellet en ti-kêr kement roadenn a denn da gontrolloù yec’hedel an dour dazparzhet evel dour da eviñ.

Priz an dour

N’eus bet kemm ebet, a-c’houde nav blez, e priz an dour hag ar yac’husaat, bet votet gant Kuzul an ti-kêr. Er c’hontrol, d’ar 1 a viz Genver 2007, ez eo bet kresket pennwir ar saotriñ gant Ajañs an Dour Liger Breizh.


Nav blez zo bremañ n’eus bet kemm ebet e priz an dour hag ar yac’husaat bet votet gant Kuzul an ti-kêr, disoc’h ul labour meriñ evit ma vehe kinniget ur servij a galite da dud Gwened, d’ar priz gwellañ. Er c’hontrol, d’ar 1 a viz Genver 2007, ez eo bet kresket pennwir ar saotriñ gant Ajañs an Dour Liger Breizh.
A 0,400 € PTM ez eo savet da 0,518 € PTM (+ TGO e 5,5 %) dre m3 dour implijet.
Dleet eo ar c’hresk-se d’ar redioù e-keñver perzhded an doureier hag ar meteier dourel a-benn ar blez 2015.

Talvout a ra ar c’hresk 11,8 sent (pep taos er-maez) àr priz ar metrad kub evit holl ar pratikoù adal ar 1 a viz Genver 2007.

PIV A LAKA PRIZ AN DOUR ?

PRIZIOÙ LAKAET GANT KÊR WENED : talvout a reont da veriñ ezhommoù ret ar servijoù.

LODENN DIGEMM :

  • Yac’husaat boutin (Kempenn-Korzenniñ)
  • Koumanant dour
  • Koumanant yac’husaat
  • Yac’husaat divoutin
  • Kontroll ar mont-en-dro (treuziadek, bleziek)

LODENN GENFEUREL :

  • Bevezerezh dour (Produiñ-Dasparzhiñ)
  • Bevezerezh yac’husaat (Dastum-Kas-degas-Tretiñ an dourioù lous)

 

PENNWIRIOÙ HA TAOSOÙ LAKAET GANT AN AOZADURIOÙ DIAVAEZ

AJAÑS AN DOUR LIGER BREIZH :

  • Pennwirioù sevel-dour hag evadusted : talvout a reont da argantaouiñ obererezh ar c’humunioù, ar c’hreantourien, al labourerien-douar evit ma vehe kresket perzhioù mat an doureier hag ar meteier dourel.
  • Pennwirioù saotriñ : talvout a reont da argantaouiñ an obererezhioù boulc’het evit doujiñ da Sturiad Europa àr an dourioù skarzh. 

AR STAD :

TGO e 5,5 %

Ar yac’husaat

«Un hollad teknikoù da zastum ha tretiñ an dourioù skarzh e kêr » eo ar yac’husaat. An dourioù glav, hag a ya àr-gresk ingal o fouez e kêr, zo e kont ivez.


An dourioù skarzh e kêr

En dourioù skarzh kêr e konter an dourioù lous hag an dourioù glav.

Pal pennañ ar yac’husaat a zo treuzfeurmiñ an dourioù distaolet evit ma vehe dalc’het ha gwarezet an addimplij.

  • E dourioù lous an ti emañ : an dourioù rañvell (a za ag ar privezioù) hag an dourioù « gris » (a za ag al labour kempenn en tier).
  • Dourioù lous ar greanterezh zo stag o natur ouzh an obererezh : lazhañ loened, produiñ laezh… Dezverkoù dezhe o devez, pep hini anezhe, hag a redi da zibab doareoù dibar da dretiñ o dourioù lous.
  • An dourioù glav : en o mesk emañ an dourioù glav, an dourioù gwalc’hiñ, an dourioù disaniñ. 

 

Dastum an dourioù-skarzh kêr a vez graet dre rouedadoù korzennoù dizehan o mont en-dro. 

An div reizhiad dastum pennañ : 

  • Ar rouedad unvaniñ, a zastum, dre ar memes korzennoù, an dourioù skarzh kêr. Graet eo en doare ma vez kaset drezañ ul lodenn ag an dourioù-skarzh kêr dastumet pa ra glav e-barzh meteier naturel (stêrioù, morioù…). Ul lodenn arall nemetken a vez kaset d’ar purlec’hioù.
  • Ar rouedad dispartiañ zo div rouedad korzennoù ennañ : unan evit an dourioù glav hag unan arall , bihanoc’h o zreuzkiz evit an dourioù lous. Gant ar rouedad-mañ e vez kaset an dourioù lous d’ar purlec’hioù hag an dourioù glav d’ar meteier naturel.

Perzhioù mat pennañ ar rouedadoù dastum zo treuzdougen an dourioù skarzh hep tamm direizhenn ebet, ha bout didreuzus, evit ma n’hello ket dourioù diavaez en em siliñ e-barzh.

Bewezh ma vez posupl e vez treuzdouget an dourioù-skarzh kêr dre ar rouedad dre bouezusted, met a-wezhioù e vez ret ober gant ar bangounelloù, strollet e postoù sevel-dour, o adkas e-barzh korzennoù dindan wask, hir a-walc’h a-wezhioù.

E Gwened

Gant Kêr Wened ez eus bet dibabet ur rouedad dispartiañ evit dastum an dourioù-skarzh kêr.

Betek 1966 e oa e Gwened ur rouedad kanioù-skarzhañ liesseurt, gant korzennoù dastum a bep seurt stummoù hag a bep seurt treuzkizoù, ur 25 km bennak a hirder. An dourioù glav kerkoulz hag an dourioù lous a veze dastumet gant ar rouedad-se, a oa da gentañ ur rouedad dourioù glav. Holl an dourioù a veze kaset àr-lerc’h, hep bout tretet, d’ar gwazhioù-dour a red betek ar Mor-Bihan, en ur dremen dre Borzh Gwened pe dre lec’h arall.

Rouedad dastum an dourioù lous

E 1966 e oa bet kroget gant yac’husaat dourioù lous Gwened. Staliet e oa bet dastumerioù pennañ, a dreuz kêr ag an hanternoz d’ar c’hreisteiz, hag o doa talvet da liammiñ kreiz kêr ouzh ar c’harterioù a oad é kêriekaat, evel takad ar Menemeur peurgetket. Abaoe an amzer-se eo bet astennet ar rouedad, da-heul kêriekadur Gwened. 231 km eo hiziv hirder ar rouedad yac’husaat an dourioù lous.

Gant an danframmoù-se ez eo un 98 % ag an dud zo staget ouzh ar rouedad yac’husaat.

Kas an dourioù lous betek ar purlec’hioù a vez graet dre bouezusted pe dre vangounellat.

Un dek post sevel-dour bennak he deus Kêr Wened, aveet gant bangelloù a zistrink an dourioù lous e-barzh korzennoù dindan wask, trema ar purlec’hioù.

Ar purlec’hioù

Daou burlec’h he deus Kêr Wened, d’ober àr-dro tretiñ an dourioù skarzh.


Purlec’h Tohanig a oa bet savet ha lakaet da vont en-dro e 1996. Talvout a ra evit kement ha 60 000 annezad ha 9 500 m3 an deiz a c’heller tretiñ ennañ dre an doare-ober biologel da veviñ ar fank dre aveladur e-pad pell.

C’hwec’h pazenn an tretiñ

1. Raktretiñ

Gwareziñ an aveadurioù hag ar benvegoù tretiñ eo pal pennañ ar bazenn gentañ-mañ :

  • Harz a vez lakaet àr an dilerc’hioù brasañ gant div gaelerez.
  • Dilavet e vez, ez-naturel, an traezh e strad an didraezherez, e-raok ma vehent gwalc’het ha strilhet.
  • Lakaet e vez an druzoni da zont àr-c’horre aesoc’h dre ensinklañ aer, ha raklet e vezont e-raok bout tretet er bazenn 5.

2. An tretiñ biologel

Kaset e vez an dourioù skarzh kêr e-barzh div oglenn difosfatañ hag aveliñ.

En oglennoù-se e vez treuzfurmet ar saotradurioù, a vez teuzet gant bakteri a zifluk en oglennoù ez-naturel. Hervez natur ar saotradurioù o devez ezhomm korrvevedegoù zo eus oksigen, ha re arall n’o devez ket.

Evit-se e vez div lodenn en oglennoù, avelet e vez unan anezhe gant klogorennoù bihan, 5000 m3/eur.

Kresk dizehan ar bakteri-se a gas da zastum bemdez fank a vo tretet er bazenn 6.

3. Sklaeraat an dourioù tretet

Perzh an div sklaererez zo dispartiañ ar fank bet dastumet er bazenn gent hag an dour puraet dre zilaviñ naturel.

Kaset e vez an dourioù gorre bet dastumet àr-dro betek ar meteier naturel en-dro, goude ma vehent bet dielfennet e labourva ar purlec’h.

Tretet e vez ar fank er bazenn 2, e-lec’h ma vo lonket gantañ ar saotradurioù ne zihanont ket da zont.

4. Tretiñ ar c’hwezhioù

Diàr an dourioù lous, hag o isproduioù, e ta c’hwezhioù fall.

Evit gwareziñ an endro ha gwellaat an aozioù labour e vez sunet an aer pa vez riskloù e vehe c’hwezhioù fall. Gwalc’het e vez gant trenkennoù, dour javel ha soda.

5. Tretiñ an traezh hag an druzoni

Strilhet e vez an traezh e-barzh ur viñsenn dreuzdougen. Kaset e vez d’al lastezerezh. An druzoni, berniet a-barzh ur benveg tretiñ, a dalv da voueta ar bakteri. Kreskiñ a reont gwelloc’h pa vezont avelet ha pa vez roet temz dezhe. Adkavet e vint goude er bazenn 2.

6. Tretiñ ar fank biologel

Emsav eo ar fank dastumet a-hed ar « filierenn dour » abalamour ma tegas temz organek, bras ar bec’hiad azot ha fosfor ennañ.

Graet e vez àr e dro e div bazenn :

  • an neuñviñ, hag a eizhkement ar bec’hiad kentañ,
  • ar c’has àr-skuilh, pa vez 80% a zour ennañ goude, memestra (pe 20 % a zanvez kalet).

Distrinket e vez ar fank dizouret en ur stalier raziñ, ha goude-se e vez berniet en ur silo serr. Kement danvez a ya hag a za a vez kontet àr ur pont-poueziñ.

E-tal an doare-ober giz kozh e vez lakaet e pleustr, gant Kêr Wened, un deknologiezh dibar, anvet Biolysis®E, a dalv da zigreskiñ ar c’hementad fank skarzh produet a 70%.

Mont en-dro an doare-ober-se a c’hell bout diverret e-giz-mañ : ur c’hementad bras a fank a vez dastumet dizehan en oglennoù aveliñ. Mont a ra a-c’houde er reaktor a-ratozh, ma chom en tu-hont da 40 eurvezh en ur wrez a 65° C, a-raok bout adkaset d’al lec’h ma oa da gentañ. E fin ar bloavezh 2006 ne ra ar raktres-mañ nemet krogiñ da vont en-dro.

Gouest eo purlec’h Tohanig da zegemer an danvez-skarzh dastumet er gumun.

Purlec’h ar Prad

Àr dakad greantel ar Prad ez eo staliet ar purlec’h. E 1981 e oa bet lakaet da vont en-dro, e 1995 e oa bet lakaet da vout hervez reoladoù KAE. Kement ha 35 000 annezad eo e efedusted kemennet, da lâret eo 2 100 kg a c’houlenn bevkimiek en oksigen (DBO5) evit e garg saotradur pemdeziek.

Gouest eo ar purlec’h-mañ da dretiñ 5 000 m3/deiz dre an doare-ober biologel da veviñ ar fank dre aveladur e-pad pell.

Pemp pazenn an tretiñ

1. Sevel ha kaeliñ

Savet e vez an doureier diaoz, a zeu d’ar purlec’h dre zaou zastumer dre bouezusted, gant ur viñs, ha kaelet e vezont emgefreek, a-raok ma kroghe ar raktretiñ, evit ma vehe skarzhet an dilerc’hioù brasañ (pilhoù, spoueennoù, buredadoù, h.a.).

2. Didraezhenniñ ha dizruziñ

Ret eo pakañ an traezh hag an druzoni a-raok ma teuhent e-barzh an oglenn aveliñ, evit ma n’ahent ket da ouelezenn, da stouviñ ar c’horzennoù hag ar bangounelloù, hag evit distrujiñ an druzoni n’eo ket bevzispennadus.

E-barzh ur poull hir raklet, e-lec’h ma’z a d’ar strad, e vez bangounellet an traezh ha kaset d’an dourgorc’hwezherez ha d’ar walc’herez-traezh.

Raklet ha berniet e-barzh un douvez e vez an druzoni, bet kresket e neuñviñ dre c’hwezhiñ korrglogorennoù aer enni, a-raok ma vehe kaset kuit d’al lastezerezh. 

3. Oglenn aveliñ

Er poull-se, 6 000 m3 e endalc’had, e kej an dourioù lous da dretiñ gant ar c’horrvevedegoù puraat tolpet er fank. Pazenn bouezusañ an tretiñ eo.

4. Sklaererez

Evit gellout dispartiañ an dour puraet diouzh ar fank e vez degaset ar meskad e lodenn greiz ur poull ront 28 m e dreuzkiz ha 1 530 m3 e ec’honder.

Dilavet e vez ar fank àr wiskad diazez ar poull e-keit ha ma vez skarzhet an dour puraet dre fennañ. Evit ma’z ahe en-dro buan ar fank d’an oglenn aveliñ e vez adtapet gant ur pont-sunañ e foñs ar sklaererez.

Distrinket e vez ar fank re e-barzh ur fetisaer e-raok an dizouriñ mekanikel er gorc’hwezherez, a sav da 15% lodenn an danvez a chom. Razet e vez ar fank dizouret a chom, evit ar greizenn roteliñ.

5. Tretiñ ar c’hwezhioù

Diàr an dourioù lous, hag o isproduioù, e teu c’hwezhioù fall.

Evit gwareziñ an endro ha gwellaat an aozioù labour e vez sunet an aer pa vez riskloù e vehe c’hwezhioù fall. Gwalc’het e vez gant trenkennoù, dour javel ha soda.

A-raok ma vehe distaolet an dourioù puraet er meteier naturel e vezont muzuliet gant ur benveg enrollañ.

Ar yac’husaat divoutin

Ur servij publik evit ar yac’husaat divoutin zo bet savet e fin 2005 gant Kêr Wened.


Petra eo ar yac’husaat divoutin 

Ur reizhiad yac’husaat emren eo ar yac’husaat divoutin, ha n’eo ket stag ouzh ur rouedad publik.

Peurliesañ ez eo yac’husaat emren ur c’hendi.

Pa vez bet soñjet mat, savet ha kempennet ingal, e kemer perzh – evel ar yac’husaat boutin – e disaotr an dourioù lous hag e gwarez an endro.

Ur redi eo ar reizhiad-se abaoe al Lezenn àr an dour ag an 3 a viz Genver 1992.

D’ar memes koulz eo aet gant ar c’humunioù ar garg ag an dispignoù da gontrolliñ ar rouedadoù prevez-se, ha pa vehent àr dakadoù yac’husaat divoutin pe àr dakadoù ar yac’husaat boutin na za ket ar rouedad yac’husaat betek enne c’hoazh.

Termenet e oa bet takad yac’husaat Kêr Wened gant diferad an ti-kêr d’an 22 a viz Kerzu 2003. Evit doujiñ d’ar reolenn-mañ he deus savet Kêr Wened ur Servij publik evit ar yac’husaat divoutin (SPANC), d’ar 16 a viz an Azvent 2005.

Kefridioù Servij publik ar yac’husaat divoutin (SPANC)

E penn ar servij nevez-mañ emañ Renerezh dour ha yac’husaat Kêr Wened, krog gant e gefridioù d’ar 1 a viz Genver 2006.

Abaoe ar 1 a viz Genver 2006 e kas ar SPANC da benn :

  • Kontroll ar c’hrouiñ hag ar sevel staliadurioù nevez.
  • (Moullskridoù a c’hell annezidi kêr goulenn evit o zeuliadoù)
  • Sevel stad ar rouedad yac’husaat divoutin.
  • Kontroll mont en-dro an holl rouedadoù hiniennel (peder gwezh ar blez e vo graet).

Evit ar blezad 2007 e sav dle an implijerion d’ar prizioù-mañ (€ PTM) : 

Emargantañ e vo ret d’ar servij-mañ ober, pa’z eo ul lodenn ag ur Servij publik greantel ha kenwerzhel. Krouet ez eus bet tri fennwir neuze. Klotañ a reont gant pep hini eus ar pourchasoù meneget uheloc’h.

 

Pennwir

Sammad pep taos er-maez

Perzhioù

Fakturennet da gentañ :

Krouiñ
Sevel

120 €

Ur faturenn nemetken, treziadek, dik

d’ar perc’henn

Sevel stad an traoù evel m’emaint

90 €

Ur faturenn nemetken, treziadek, dik

d’ar perc’henn

Kontroll ar mont en-dro (bep 4 blez)

15 € / an

Treziadek, bleziek

d’an annezad

 

 

En ho kourc’hemenn e vez un teknikour a Renerezh an dour hag ar yac’husaat, a roy deoc’h holl an tiitouroù talvoudus evit ar c’hempenn pe ar gwellaat, en ur zoujiñ d’ar garta « Kalite an Endro er Mor-Bihan », bet savet gant ar C’huzul-departamant ha sinet gant Kêr Wened.

Displeget eo an difraeoù d’ober el lodenn « difraeoù melestradurel/yac’husaat divoutin »

CITY HALL

 

Place Maurice Marchais

Tél. : 02 97 01 60 00


Ouverture:

 

Monday to Friday from 8h to 12h15 and from 13h15 to 18h.Saturday morning from 9h to 12h.

CENTRE ADMINISTRATIF MUNICIPAL

 

7 rue Joseph Le Brix

Tél. : 02 97 01 60 00

 

Ouverture :

 

Monday to Friday from 8h15 to 12h15 and from 13h15 to 17h.

 

Permanence of the state civil service, Saturday 9am to 12pm.Are given priority: the declarations of birth and death as well as passport applications (by appointment).

 

Saturday morning, home phone from 9h to 12h.