Difraeoù melestradurel

Bihanaat ment an destenn Changer la taille du texte Brasaat ment an destenn

Koumanant

É paouez dont da chom da Wened emaoc’h. É paouez dilojiñ e Gwened emaoc’h. Dait e darempred ganeomp.


Abaoe ar penn kentañ en deus staliet Renerezh an dour hag ar yac’husaat konterioù dour hiniennel (kendioù pe dier).

Ha pa vehec’h perc’henn àr ur ranndi pe un ti, pe ouzh e feurmiñ,

dait e darempred ganimp evit asantiñ d’ur gevrat koumanantiñ.

E-giz-se n’ho po ket da c’houzañv :

  • paeiñ an dour implijet gant an annezidi gent,
  • e vehe troc’het an dour abalamour n’eus ket a gevrat nevez.

Ar paperoù hag an titouroù da roiñ :

  • Eilskrid ag al lizher-feurm pe an testeni perc’henniezh.
  • Un teul identelezh.
  • Deiziad an anneziñ.
  • Niver a annezidi.
  • Gant pe hep kannerez-dilhad.
  • Anv ha chomlec’h ar berc’henned pe ar feurmerien gent.

Sinañ ho kevrat :

  • E burev degemer Renerezh an dour hag ar yac’husaat.
  • Dre lizher (7, straed Joseph Le Brix, BP 509, 56019 Gwened Cedex).
  • Dre belleilenn (02 97 01 63 64).

Ho pet soñj da gas ho teulioù ret ha da gas ar gevrat koumanantiñ sinet. Ma ne vehe ket kaset ar gevrat koumanantiñ sinet e vehe dihanet da gas dour deoc’h. 

Eurioù : 8 eur 15-12 eur 15 / 1 eur 15-5 eur d’abardaez.

A Lun da Wener (serr da Sadorn, da Sul ha d’an devezhioù-gouel).

Terriñ ar gevrat

Mont a rit kuit ag ho ranndi pe ag ho ti. Dait e darempred ganimp.


Na zisoñjit ket kemenn ez it kuit da Renerezh an dour pemp deiz e-raok da nebeutañ, evit gellout roiñ ho chomlec’h nevez ha lakaat emgav (m’emañ ho konter a-barzh an ti), evit ma vehe savet ar gont. E-giz-se e vo torret ho kevrat koumanantiñ d’an dour ha serret e vo ho konter.

Goude-se e vo kaset deoc’h ur fakturenn a stad ho kont, ma vo sammet deoc’h ar frejoù meriñ, a sav da 23,92 € PTB (priz d’ar 1 a viz Genver 2007).

A-hend-arall ne vo ket torret ho kevrat ha dleet e vo deoc’h paeiñ an implij ag an dour.

Gellout a rit  terriñ ho kevrat dre bellgomz ivez (roit dimp sifroù ho meneger implij hag ho chomlec’h nevez evit ar fakturenn), pe dre belleiler.

Sevel ar c’honter

Savet e vez meneger ar c’honterioù ur wezh ar blez gant implijidi an ti-kêr.


Savet e vez meneger ho konter dre ret ur wezh ar blez.

Àr ho fakturenn e vez skrivet da beseurt

koulz e vo graet.

Ur gartenn vicherel, merket Kêr Wened àrni, o devez hon implijidi. Ma hoc’h eus disfiz, goulennit o c’hartennoù gante. 

Ar gartenn sevel-konter

Ma n’hellhemp ket mont betek ho konter, ma ne vehec’h ket er gêr, e vehe laosket ur gartenn sevel-konter deoc’h, evit ma c’hellhec’h notenniñ àrni sifroù du meneger ar c’honter.

Ur redi eo kas ar gartenn-mañ er pemp devezh àr-lerc’h.

Ma ne rahec’h ket e vehe ret deoc’h lakaat emgav gant un implijad, hag a vehe ret deoc’h paeiñ. 

Kuzulioù

Diwallit ma vo savet ar c’honter pa vo leuniet follenn stad an ti, mar dilojit.

Titouroù a bouez a vez roet gant ho konter, a c’hellit implij c’hwi hoc’h-unan evit gwiriañ stad ho staliadur ha gwelet hag-eñ ne vehe ket a veradurioù. Evit dinoiñ ar beradurioù « disgwel » ez eo trawalc’h keñveriiñ ar sifroù skrivet àr meneger ho konter diouzh an noz gant ar sifroù skrivet diouzh ar mintin, hep bout digoret ur c’hog pe implijet an ardivinkoù. Ma’z eo cheñchet ar sifroù e talv ez eus bet ur beradur en un tu bennak.

Titouroù

Evit bout sur ez eo fizius ha resis ar c’honterioù e vezont cheñchet bep dek vlez gant Renerezh an dour hag ar yac’husaat.

Evit al labour digoust-se ho po ul lizher en ho poest a zisplego deoc’h pegoulz ez eo bet cheñchet hag a roio deoc’h sifroù ar meneger.

Tu a vo, goude-se, da vont da lenn meneger ar c’honter e ti Renerezh an dour hag ar yac’husaat e-pad tregont devezh.

Fakturenniñ

Meur a vod da baeiñ a vez kinniget gant Renerezh dour ha yac’husaat Kêr Wened, evit ma vehe ar paeiñ diouzh c’hoantoù pep hini.


Div fakturenn ar blez ho po : unan a vo diazezet àr ur priziadur ag hoc’h implij, an hini arall àr an

implij gwirion, savet àr ho konter, ha diskontet ar priziadur diàrni.

Ar modoù da baeiñ

  • Dre viz*:
    Dek savadenn ar blez hag ur fakturenn diskontiñ àr-lerc’h ma vehe bet savet ar c’honter, gant ur steuñvenn baeiñ evit ar blez àr-lerc’h.
  • Gant un TIP (Chekenn baeiñ etrebankoù) :

Ur chekenn rakleuniet a gaver e traoñ ar fakturenn. Distagit, deiziadit ha sinit an TIP, he lakait er golo-lizher daet gant ar fakturenn, a-gevret gant ho taveennoù bank (RIB) ma’z eo ar wezh kentañ deoc’h ober gant ar mod-se da baeiñ.

  • Dre savadenn-vank emgefreek :
    Div savadenn ar blez (furmskrid da bellgargiñ ha da voulliñ).
  • Dre chekenn :
    Lakait an TIP (hep deiziadiñ na siniñ) gant ur chekenn savet àr anv an Deñzorerezh-kêr, e-barzh ar golo-lizher daet gant ar fakturenn, hag o c’hasit da greizenn an enkefiadurioù.
  • Gant argant laosk :
    E ti Teñzorerezh-kêr Gwened nemetken (kasit ho fakturenn ganeoc’h).
  • Dre gartenn-vank :
    E ti Teñzorerezh-kêr Gwened nemetken (kasit ho fakturenn ganeoc’h).

Kasit ar baperenn baeiñ ganeoc’h mar fell deoc’h paeiñ. 

(*) D’ar re na baeont ket dre savadenn viziek c’hoazh e vo kinniget ar servij-se pa vo savet o c’honterioù, etre miz Genver ha miz Gwengolo 2007.

Àr ul lizher e vo displeget deoc’h penaos asantiñ d’ar mod-se da baeiñ.

Dav eo kas ar goulennoù titouroù da Gêr Wened (Renerezh an dour hag ar yac’husaat).

(Servij arvalion : 02 97 01 63 63, pl : 02 97 01 63 64)

Eurioù : A Lun da Wener, ag 8 eur 15 da greisteiz ha kard ; 1 eur 15 da 5 eur d’abardaez.

Chomlec’h ha pellgomz ti an Deñzorerezh-kêr :

Teñzorerezh-kêr Gwened
29, straed Thiers BP 522
56019 Gwened Cedex
Pg : 02 97 01 23 74
Pl : 02 97 54 91 17
Eurioù : 8 eur 30-kreisteiz hag 1 eur 15-4 eur d’abardaez

A Lun da Wener (serr da Sadorn)

Kreizenn enkefiadurioù an Teñzor Publik (evit paeiñ dre chekenn ha TIP) :

TSA 50 808
35 908 ROAZHON

Yac’husaat divoutin

Dleet eo d’an holl staliadurioù yac’husaat divoutin (pe « emren »), raktreset pe é vont en-dro, bout gwiriet gant implijidi ar gumun. Edan atebegezh Servij publik ar yac’husaat divoutin (SPANC) emaint bremañ, p’eo krog hennezh gant e gefridioù d’ar 1 a viz Genver 2006. Sammet e vez ar servij nevez-mañ gant Renerezh dour ha yac’husaat Kêr Wened.


En tu-hont da 98 % ag an tiegezhioù e Gwened ez eo staget o c’horzennoù diouzh ar rouedad publik yac’husaat boutin, ar pezh a dalv 31 645 den koumanantet.

En ur 467 ti pe lec’h-annez bennak, e Gwened, ez eus c’hoazh ur rouedad yac’husaat emren. Peurvuiañ ez int tier strewet tro-ha-tro Gwened (Meukon, Trewineg, ar Visenn…). 

Kontroll ar yac’husaat divoutin : perak ? penaos ?

Evit al lec’hioù-annez ne oa ket bet staliet enne ar pezh a veze anvet « kan-foll » gwezharall, e vez ret diskouez e tro peurreizh o yac’husaat emren. Da lâret eo ez eo ret da vont en-dro ar staliadurioù bet staliet, evel ar beolioù-brutug, pe ar beolioù « liesdourioù », bout direbech, evel-rezon.

Dre se ez eo rekis dezhe klotañ gant redioù ar reoladoù a warez perzhded an endro, reoù an dourioù-gorre (gwazhioù, lennoù, stêrioù…) hag an dourioù danzouar.

Evit lakaat da dalvout Lezennaoueg hollek ar strollegezhioù tiriadel ez eo ret d’ar c’humunioù « sammiñ an dispignoù stag ouzh kontroll ar yac’husaat divoutin ».

Da lâret eo e rank ar c’humunioù gwiriañ kement staliadur yac’husaat emren zo pe a vo àr o zachenn. Hañval eo ar redioù-mañ, termenet gant al Lezenn àr an dour ag an 3 a viz Genver 1992, ouzh kontroll teknikel ret ar c’hirri.

Edan atebegezh Servij publik ar yac’husaat divoutin emaint bremañ, p’eo krog d’ar 1 a viz Genver 2006 gant e gefridioù zo renet gant ur reoliadur dibar.

RET EO DEOC’H SEVEL PE GWELLAAT HO YD

Ma ne za ket rouedad yac’husaat boutin ar gêr betek an takad ma vo savet ti ganeoc’h ez eo ret deoc’h mont diouzh ar peder fazenn-mañ :

1. Titouroù en ti-kêr (Servij kêraoziñ)

  •   Lenn an dielloù kêraoziñ (POS, PLU) ha lec’hiañ takad ar yac’husaat.
  • Ouzhpenn ho koulenn kêraoziñ (aotre sevel, goulenn labourioù, testeni kêraoziñ), sevel un teuliad yac’husaat divoutin diazezet àr ur studiadenn douar ha filierenn kaset da benn gant ur burev studi.

Ur furmskrid titouriñ evit kontroll ar empentiñ raktres a vo kavet ganeoc’h en ti-kêr pe pellgarget amañ pelloc’h.

2. Aotre ar raktres YD

  • Kasit ur skouerenn ag ho studiadenn douar ha filierenn d’an ti-kêr, ho furmskrid titouriñ leuniet diàr labour ar burev studi hag ho koulenn kêraoziñ (PC, DT) mar bez ezhomm.
  • Kaset e vo ho teuliad goude da Servij publik ar yac’husaat divoutin (SPANC) Kêr Wened, e Renerezh an dour hag ar yac’husaat, evit ar c’hontroll empentiñ.

Un ali àr ho raktres a vo roet deoc’h neuze.

Evezhiadenn : ma n’ho pehe nemet ur goulenn YD d’ober (hep goulenn kêraoziñ) e c’hellit kas ho studiadenn douar ha filierenn hag ho furmskrid titouriñ da Servij publik ar yac’husaat divoutin (SPANC) Kêr Wened, e Renerezh an dour hag ar yac’husaat.

3. Labourioù

  • Kit e darempred gant skipailh un embregerezh labourioù ha roit dezhe ur skouerenn ag ho studiadenn douar ha filierenn gant ali displeget an ti-kêr. 
  • E-pad al labourioù da sevel ho yac’husaat divoutin, hag e-raok ma vehe douaret ar reizhiad tretiñ, e vo ret deoc’h mont e darempred gant ar SPANC evit ur c’hontroll empentiñ, ur sizhunvezh e-raok da nebeutañ.

Gwiriañ a ray hon teknikour àr al lec’h ez eo bet savet ar reizhiad diàr ar raktres aotreet hag hag-eñ zo bet doujet d’ar reoliad.

Roet e vo un ali àr savadur ho YD :

  • Mar bez un ali mat e vo kaset deoc’h div skouerenn a rentañ-kont sevenidigezh a-zoare al labourioù. Unan anezhe a vo ret deoc’h siniñ ha kas en-dro.
  • Mar bez un ali fall e vo ret deoc’h kas da benn ar c’hemmoù goulennet.

4. Mont en-dro ha kempenn

Atebeg oc’h àr mont en-dro ha kempenn ho reizhiad YD.

Bep pevar blez well-wazh, ha diouzh ho staliadur, e vo kaset da benn gant ar SPANC kontroll mont en-dro ar staliadurioù hag e wirio e vez goullonderet ar veol liesdourioù evel ma tleer.

Goulennet e vo ganeoc’h rolloù heuliañ an danvez skarzh.

Notenn : ul lodenn ag an ti-annez eo ar staliadur yac’husaat divoutin ha ret eo e sevel àr un takad annez. 

Bout zo AG ho staliadur YD

Ar wezh kentañ e vo savet stad ar reizhiad àr al lec’h gant hon teknikour ; un ali àr stad ho staliadur a vo roet deoc’h, ha displeget e vo deoc’h ar pazennoù da heuliañ.

Goude-se e vo graet ur c’hontroll mont en-dro bep pevar blez well-wazh, gant hon teknikour.

Titouroù : Ti-kêr Gwened

Renerezh an dour hag ar yac’husaat

7, straed Joseph Le Brix 

Pellgomz : 02 97 01 63 50

En ho kourc’hemenn e vez un teknikour a Renerezh an dour hag ar yac’husaat, a roy deoc’h kement titour zo talvoudus evit ar c’hempenn pe ar gwellaat, en ur zoujiñ ouzh ar garta « Perzhded an Endro er Mor-Bihan », bet savet gant ar C’huzul-departamant ha sinet gant Kêr Wened.

CITY HALL

 

Place Maurice Marchais

Tél. : 02 97 01 60 00


Ouverture:

 

Monday to Friday from 8h to 12h15 and from 13h15 to 18h.Saturday morning from 9h to 12h.

CENTRE ADMINISTRATIF MUNICIPAL

 

7 rue Joseph Le Brix

Tél. : 02 97 01 60 00

 

Ouverture :

 

Monday to Friday from 8h15 to 12h15 and from 13h15 to 17h.

 

Permanence of the state civil service, Saturday 9am to 12pm.Are given priority: the declarations of birth and death as well as passport applications (by appointment).

 

Saturday morning, home phone from 9h to 12h.