Lec'hienn Gwened

Bihanaat ment an destenn Changer la taille du texte Brasaat ment an destenn

Kargoù ar maer

Ar maer zo àr un dro dileuriad ar Stad ha gwazour ar gumun. 


Evel dileuriad ar Stad eo karget ar maer, edan aotrouniezh ar prefed, da seveniñ al lezennoù hag ar reolennoù àr diriad ar gumun.
Evel e eilmaered emañ ofiser polis justis hag ivez ofiser marilh ar boblañs (lidiñ euredoù, enrolliñ an disklêriadurioù ganedigezh, marvidigezh…).
Ar maer zo ivez Reizhaouer ar gumun hag e-se emañ e karg ag ar polis-kêr.
Rankout a ra asuriñ « an urzh vat, ar surentez hag ar yac’husted foran ».
Seveniñ a ra divizoù ar c’huzul-kêr edan e gontroll hag edan kontroll melestradurel ar prefed.
E karg emañ da brientiñ budjed ar gumun ha da urzhiiñ an dispignoù, da veriñ ar c’horvoderioù, da deuler evezh ouzh savadurioù ha kontouriezh ar gumun, da asantiñ da varc’hadoù ha da zebarzhadurioù al labourioù er gumun er mod m’emañ an traoù d’ober hervez al lezenn…

Gwir zo gantañ ivez da vout dileuriad ar c’huzul-kêr evit 17 degouezh zo resisaet e Kod ar c’humunioù (mellad L122-20) hag a ya a seveniñ ar gwirioù kentpreniñ zo termenet e Kod ar Gêraozouriezh da zivizout ar gwirioù hentoù pe parklec’hioù hervez ar pezh zo bet dibabet gant ar c’huzul.

Evit echuiñ e c’hell ar maer asantiñ pe nac’h an aotreoù sevel tier hag an aotreoù arall a-fet aoziñ an tachennoù.
Seveniñ a ra an traoù evel dileuriad ar gumun, ma’z eus ur steuñv tiraoziñ. En enep, ma n’eus steuñv tiraoziñ ebet, e vez sevenet an traoù gantañ evel dileuriad ar Stad.
Gallout a ra ar maer, dre ziferad, dileuriiñ un darn ag e gargoù d’un eilmaer pe da veur a hini.

Dilennet e vez ar maer gant ar guzulierion-gêr e-pad emvod kentañ ar c'huzul-kêr etre ar Gwener kentañ hag ar Sul kentañ àr-lerc’h an dro-vouezhiañ ma’z eo bet dilennet ar c'huzul-kêr en e bezh.
Dileuriad ar Stad

Ofiser marilh ar boblañs :
Lidiñ a ra an euredoù, degemer an disklêriadurioù ganedigezh, marvidigezh, anavout ar vugale naturel, derc’hel marilhoù ar boblañs zo miret ur skouerenn anezho en ti-kêr hag un all el lez-varn ensav meur.
Pourchas a ra ar paperoù-ganedigezh, ar paperoù-dimeziñ pe ar paperoù-marvidigezh.
Gellout a ra dileuriiñ ouzh ur gwazour pe ouzh meur a hini, titlet àr un implij pad, ar c'hargoù sammet gantañ evel ofiser marilh ar boblañs evit resev an disklêriadurioù meneget amañ uheloc’h, evit treuzskriviñ ha menegiñ er marz an holl aktaoù ha barnadennoù àr ar marilhoù, hag ivez evit  sevel an holl aktaoù a denn d’an disklêriadurioù-se.
Bep blez e vo diellaouet marilh ar boblañs er pennlec’h ag an departamant (en DTM-TTM e vez diellaouet 3 skouerenn ag ar marilhoù. Unan anezhe a vez kaset da Frañs ar c’hevandir).

Ofiser polis justis: Ar maer (evel e eilmaered) zo ofiser polis justis ha stadiñ a ra an torradurioù-lezenn, dastum a ra ar prouennoù ha klask a ra an dud torret al lezenn gante e-keit ha ma n'emañ ket ar justis é plediñ gant an aferioù-se.
Resev a ra ar c’hlemmoù hag ar flatradennoù hag ober a ra enklaskoù diaraok edan evezh prokulor ar Republik zo da vout kelaouet gantañ.
Enklask a ra mar bez torfedoù pe mar bez paket un den bennak àr an taol.

Ministrerezh foran ha lez-varn bolis : Gellout a ra barner al lez-varn ensav, ur wezh an amzer, mar bez ret evit derc’hel un dalc’h, gervel maer al lec'h m'emañ sez al lez-varn polis, pe unan ag an eilmaered, evit sammiñ karg ar ministrerezh foran.
Embreger a ra ar maer an obererezh foran neuze ha goulenn a ra lakaat al lezenn da dalvout a-enep an dorfedourion.

Aotrouniezh velestradurel izeloc’h :
E karg emañ ag embann ha seveniñ al lezennoù hag ar reolennoù.
Kemer a ra perzh da vat en aozadur an dilennadegoù (rolloù savet ha gwiriet edan e aotrouniezh).
E penn ar burevioù votiñ emañ, teurel a ra evezh ma vo doujet d’al lezennoù skol zo bet lakaet da dalvout, gellout a ra kemer perzh en emvodoù ar c'huzulioù a vez dalc'het er skolioù kentañ derez pe eil derez.
Seveniñ a ra an oberiadennoù niveriñ ar boblañs zo edan e atebegezh.
Sevel a ra taolennoù niveriñ an dud yaouank a rank gober o servij broadel.
Kemer a ra perzh en emvodoù evit studiiñ ar goulennoù skoazell sokial a vez kaset gant an dud da vurev skoazell sokial ar gumun hag a vez kaset àr-lerc'h d’ar bodadoù degemer etre-kantonioù dre hanterouriezh ar prefeti.
E karg e c'hell bout a-wezhioù ag ar rekizadurioù keodedel pe milourel hag ivez ag ar mod d'o dasparzhiñ.

Kargoù arall : gellout a ra ar maer bout galvet da gemer perzh er sezizoù erounit .

Reizhaouer ar gumun

Prientiñ a ra dalc'hoù ar c'huzul-kêr ha seveniñ a ra an divizoù kemeret gantañ dre ur vot.
Meriñ a ra tachenn foran ha prevez ar gumun.
Sevel a ra an aktaoù melestradurel hag an diferadurioù divizet gant ar c’huzul-kêr : siniñ kevratoù, gwerzhioù, dasparzhoù, eskemmoù, prenoù, isskrid marc'hadoù pourchasoù, debarzh labourioù foran ar gumun.
Dileuriiñ a ra ar gumun dirak al lezioù-barn.

Implijidi ar gumun :

E penn an urzhaz emañ ar maer. E karg emañ a veriñ ar c’hoskor.
Kemer a ra holl an divizoù hiniennel a denn da red-micher implijidi ar gumun : enfrediñ, titliñ, envel àr bostoù resis, lakaat da labourat àr bostoù arall, pignat gant ar rezoù hag an derezioù, monet e retred, kastizoù ha digargadurioù diouzh an dro, gant ma vo doujet d'ar gwarant grataet gant statud ar gargidi.

Diazezadurioù foran : Peurliesañ e vez lakaet dre wir da brezidant bodad melestradurel ha kuzulioù-meriñ diazezadurioù ar gumun (an ospitalioù hag an ospisoù zo er gumun, kreizennoù obererezh sokial ar gumun, kefioù ar skolioù, meradurioù dezho tudelezh).

Polis e kêr hag àr ar maez :
E karg emañ ag an urzh vat, ar surentez, ar sioulded hag ar yac’husted foran hag evit se e vez kemeret diferadoù gantañ. Kefridi ar polis-kêr zo plediñ gant an tremenerezh àr an hentoù foran dreist-holl. Ar boliserien hag ar warded-maezioù anvet gant ar maer a rank bout grataet gant prokulor ar Republik. Gellout a reont bout digarget gant ar maer.
Er c’humunioù ouzhpenn 10 000 annezad enne hag er re zo lod a dolpadoù-kêrioù eo stadelaet ar polis, peurliesañ. Gant ar prefed emañ ar galloud da zerc’hel ar peoc’h hag an urzh vat foran enne ; ar maer a chom ar veli gantañ evit derc’hel an urzh vat àr ar marc’hadoù, er foarioù, en arvestoù, h.a.

Diarbennoù evit mirout ar glad :
Gallout a ra ar maer kemer diarbennoù mar bez ret evit gwareziñ ar glad pe ur gwir d'ar gumun.

Dileuriiñ :
Gellout a ra ar c’huzul-kêr dileuriiñ lod ag e c’halloudoù divizout d’ar maer
(Kefridi ar savadurioù perc'hennet gant ar gumun, prizioù ar gwirioù evit gounid ar gumun, amprestoù, h.a.).
Gellout a ra ar maer dileuriiñ lod ag e gargoù d’e eilmaered.

CITY HALL

 

Place Maurice Marchais

Tél. : 02 97 01 60 00


Ouverture:

 

Monday to Friday from 8h to 12h15 and from 13h15 to 18h.Saturday morning from 9h to 12h.

CENTRE ADMINISTRATIF MUNICIPAL

 

7 rue Joseph Le Brix

Tél. : 02 97 01 60 00

 

Ouverture :

 

Monday to Friday from 8h15 to 12h15 and from 13h15 to 17h.

 

Permanence of the state civil service, Saturday 9am to 12pm.Are given priority: the declarations of birth and death as well as passport applications (by appointment).

 

Saturday morning, home phone from 9h to 12h.