Kuzul-kêr ar re yaouank

Bihanaat ment an destenn Changer la taille du texte Brasaat ment an destenn

Kuzul-kêr ar re yaouank (KARY) zo anezhañ a-c’houde 1997 hag a ro tro da Wenediz hag a zo er 4vet hag en 3vet klas da gemer perzh e buhez o c’hêr. Ul lec’h eo ma tesker ar geodedouriezh, ma raer divizoù ha ma kaser àr-raok raktresoù hag a denn d’ar yaouankiz. Pa vezer ezel a gKARY e c’heller lâret e soñj ha gober al liamm gant pare an ti-kêr.

Penaos ec’h a en-dro Kuzul-kêr ar re yaouank ?

E tri bodad-labour emañ rannet e izili :

  • titouriñ ha kehentiñ,
  • endro beviñ hag endro,
  • sport, sevenadur ha dudi

Anvet e vez ar guzulierion-kêr evit daou vlez ha dileuriiñ a raont skolajoù, kevredigezhioù, tier-karter ha kreizennoù sokial Gwened.
Ur wezh bep miz e vez bodet ar guzulierion yaouank.
E-pad dalc’hoù hollek, hag a vez galvet div pe deir gwezh bep blez, e c’heller labourat en ur strollad bras ha komz a raktresoù evit ar re yaouank e Gwened gant dilennidi kêr.

Ar budjed

  • Moned en-dro : 12 000 €
  • Postadurioù : 3 000 €

Petra eo palioù KARY ?

  • Aesaat d’ar re yaouank kemer perzh e buhez o c’hêr
  • Sikour gant ar re yaouank da dermeniñ raktresoù ha d’o lakaat e pleustr
  • Digoriñ mererezh buhez kêr d’ar re yaouank
  • Diorren ur mod da gendiviz etre ar re yaouank hag an dilennidi
  • Roiñ tro d’ar re yaouank da lâret o soñj ha da boueziñ àr raktresoù ar strollegezh
  • Diorren ar c’hejadennoù etre rummadoù oad

Petra eo palioù ar guzulierion ?

  • Bout bouezh aotreet ar yaouankiz
  • Gwellaat buhez ar re yaouank hag ar re « un tamm koshoc’h »
  • Roiñ skouer
  • Kelaouiñ ar re yaouank
  • Dizarbenniñ

CITY HALL

 

Place Maurice Marchais

Tél. : 02 97 01 60 00


Ouverture:

 

Monday to Friday from 8h to 12h15 and from 13h15 to 18h.Saturday morning from 9h to 12h.

CENTRE ADMINISTRATIF MUNICIPAL

 

7 rue Joseph Le Brix

Tél. : 02 97 01 60 00

 

Ouverture :

 

Monday to Friday from 8h15 to 12h15 and from 13h15 to 17h.

 

Permanence of the state civil service, Saturday 9am to 12pm.Are given priority: the declarations of birth and death as well as passport applications (by appointment).

 

Saturday morning, home phone from 9h to 12h.