Amañ emaoc’h :Pajenn degemer > An darvoudoù bras e Gwened > Gouelioù istorel

Gouelioù istorel

E-pad ar Gouelioù istorel er blez-mañ e vo c'hoariet en-dro donedigezh Anna Vreizh da Wened e 1505. Ag an 12 d’ar 14 a viz Gourhelen e vo graet fest er c’hreiz-kêr istorel.


D’an 12,13 ha 14 a viz Gourhelen

Taolennadurioù dic’hizet ha kontet, abadennoù er straedoù, dibunadegoù… A-c'houde ouzhpenn 20 vlez e vez aozet ar Gouelioù istorel get ar memes pal dalc’hmat : c’hoari en-dro prantadoù bras ag Istor Gwened en ur mod dudius ha bourrus, get skoazell kantadoù a ledaktored ha dirak miliadoù a arvesterion feal.
E 2008 e vo c’hoariet ar prantad ma oa daet Anna Vreizh da weladenniñ kêr Wened e 1505.
Bet e oa an dugez Anna, rouanez Frañs, e pirc’hirinded Itron-Varia ar Folgoad.
E Gwened e oa chomet a-sav ha roet he doa argant bras evit sevel porrastell an Duged en iliz-veur.
Abadennoù digoust - roll an abadennoù dre ar munud el lec’hioù foran
Titouroù :  Kêr Wened - Buheziñ ar Sevenadur : 02 97 01 62 40

Tan-arvest
D’an 13 ha d’ar 14 a viz Gourhelen àr ar ramparzhioù
Titouroù :  Kêr Wened - Buheziñ ar Sevenadur : 02 97 01 62 40

Bal pobl
D’al Lun 14 a viz Gourhelen àr blasenn an Ti-kêr
Aozet get : Poellgor ar Gouelioù e-pad ar Gouelioù Istorel.
Get ar strollad sonerion Micro Climat
Titouroù :  Kêr Wened - Buheziñ ar Sevenadur : 02 97 01 62 40


Da lenn
Darempredoù talvoudus