Amañ emaoc’h :Pajenn degemer > An darvoudoù bras e Gwened > Gouelioù an Arvor

Gouelioù an Arvor

Gouelioù an Arvor a vez aozet bep blez get Poellgor Festoù Gwened, da lidiñ sevenadur Breizh, d’ar 15 a viz Eost.


Merc’her 13, Yaou 14 ha Gwener 15 a viz Eost

Gouel Hanter-Eost e Gwened a vez gouestlet da sevenadur Breizh, eztaolet en un doare bev-buhezek. Arvestoù breizhek (25 a gelc’hioù hag a vagadoù pedet), abadennoù er straedoù, dibunadegoù, micherioù kozh, abadenn veur ar sonerion, fest-noz, tan-arvest... a ziskouez splann entan kêr-benn gozh Dugelezh Breizh evit he hengounioù. Un dibenn-sizhuniad bourrus ha folklorel.

 


Aozet get : Poellgor ar festoù - www.fetes-arvor.org

 

 

 

 


Da lenn