Dait d’ober un dro e Mirdi an Istor, e Kastell Gailhard, da welet an diskouezadegoù « Teñzorioù ar grennamzer » ha « Jean-Luc Parant – Dastumadoù ur fri-furch », hag e Mirdi an Arzoù-kaer, er C’hoc’hu, da welet « Dastumadoù ha tud » ha dastumad Denise Delouche, « An entan evit ar stampoù ».
Mirdi Istor, Kastell Gailhard
Betek an 30 a viz Gwenholon
TEÑZORIOÙ AR GRENNAMZER
Prantad hir ar Grennamzer zo graet dave dezhañ get daou rummad traezoù : traoù ar vuhez pemdez, listri, elfennoù kinkliñ, armoù… bet miret e dastumadoù mirdi Gwened, ha traezoù sakr bet kavet e teñzor iliz-veur Gwened hag en un nebeud savadurioù relijiel arall e departamant ar Mor-Bihan.
Betek an 30 a viz Gwenholon :
JEAN-LUC PARANT. DASTUMADOÙ UR FRI-FURCH
Jean-Luc Parant a gustum merat an douar evit e lakaat e stumm bouloù…
Da zizoloiñ : al levraouegoù ijinet getañ m’emañ dastumet al levrioù engravet er c’hoar, ar gerioù stummet e bouloù, an tablezennoù leun a sinoù…
Mirdi an Arzoù-kaer, Ar C’hoc’hu
Ag ar 1añ a viz Mezheven d’an 31 a viz an Azvent
DASTUMADOÙ HA TUD
Beajourion, gouizieion, arzourion
Ar pep brasañ ag an dastumadoù serret er mirdioù zo bet bodet get tud daet dre zegouezh da vout plijet get un dachenn bennak ha da vout entanet geti nepell goude. Razh an dud-se, ha pa vehe louzawourion, maenoniourion, medisined, moullerion, arzourion pe beleion anezhe… zo gete ar memes sevenadur ha sorc’hennet int-holl get ar c’hoant dizoloiñ, kompren, ranniñ ha treuzkas o gouiziegezh.
Ag ar 7 a viz Mezheven d’an 30 a viz Gwenholon AN ENTAN EVIT AR STAMPOÙ DASTUMAD DENISE DELOUCHE
Denise Delouche a gelenn Istor an arz e Skol-veur Roazhon 2. Plediñ a ra get « Breizh al livourion en XIXvet kantved » ha klask gouzout hiroc’h àr ar stampoù, doareoù taolennoù livet paot a-walc'h : « Petra a zeskont dimp a-zivout Breizh hag ar Vretoned en XIXvet kantved ? Get piv e vezent prenet ? Ha broudet o deus an dud da veajiñ ? ».
Daet eo ar gelennourez da vout dastumerez. An dalc’had dastumet geti a ya ag Eugène Devéria (1830) da Geneviève Asse hag un tamm a luskad ar Seiz Breur zo ennañ ivez.
Ar C’hoc’hu, plasenn Sant-Pêr
Kastell Gailhard, straed Noe
Bilhed doubl evit mont a-barzh daou lec'h ar Mirdi : 6 € ha 4 € (priz izel).
Ag ar 14 a viz Mezheven d’an 30 a viz Gwenholon, digor bemdez etre 10e ha 18e.
Pgz : 02 97 01 63 00*
Kontet e vo deoc’h ar mirdioù
Bemdez da 16e (nemet d’ar Sul ha d’an deizioù-gouel) D'al Lun ha d'ar Gwener : diskouezadeg « Dastumadoù ha tud. Beajourion, gouizieion, arzourion… » D’ar Merc’her : dastumadoù-pad mirdi an Arzoù-kaer, er C’hoc’hu D’ar Meurzh, Yaou ha Sadorn : dastumadoù ar mirdi istor, e Kastell Gailhard Prizioù : bilhed doubl evit ar C’hoc’hu ha Kastell Gailhard, 6 € ha 4 € (priz izel).